Hag an deiz war-lerc'h, ar spered fall a-berzh Doue a grogas e Saül, hag e tiouganas e-kreiz e di. Ha David a c'hoarie gant e zorn war an delenn evel en deizioù all, ha Saül a oa gantañ ur goaf en e zorn.
Saül a voe gwall fuloret, ar gomz-se a zisplijas dezhañ, hag e lavaras: Roet o deus dek mil da Zavid, ha din-me mil. Ne vank ken dezhañ nemet ar rouantelezh.