Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 18:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Hag an deiz war-lerc'h, ar spered fall a-berzh Doue a grogas e Saül, hag e tiouganas e-kreiz e di. Ha David a c'hoarie gant e zorn war an delenn evel en deizioù all, ha Saül a oa gantañ ur goaf en e zorn.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 18:10
17 Referencias Cruzadas  

Pa voe tremenet kreisteiz, e profedjont betek an amzer ma vez kinniget an donezon, met ne voe na mouezh, na respont, na arouez ebet ma veze graet van ouzh ar pezh a raent.


Hag an holl brofeded a lavare an hevelep profediezh, o lavarout: Pign da Ramod-Galaad hag e ri berzh, hag an AOTROU a lakaio anezhi etre daouarn ar roue.


Hag Hanania a gomzas dirak an holl bobl o lavarout: Evel-henn e komz an AOTROU: Evel-se eo e torrin a-benn daou vloaz yev Nebukadnezar roue Babilon diwar c'houzoug an holl vroadoù. Hag ar profed Jeremiaz a yeas gant e hent.


Evel ma’z aemp d’ar bedenn, ur vatezh dalc’het gant ur spered a Biton hag a zegase ur gounid bras d’he mistri oc’h ober micher a zivinouriezh, a ziaraogas ac’hanomp.


Dre-se Doue a gaso dezho un nerzh a errol, evit ma kredint er gaou,


Neuze e lavaras dezhañ: Ar Filistined 'zo warnout, Samzun! Hag e tihunas eus e gousk o lavarout: Tec'hout a rin evel ar gwechoù all, hag en em zieubin. Met ne ouie ket e oa pellaet an AOTROU dioutañ.


Pa veze war Saül ar spered fall a-berzh Doue, David a gemere an delenn, hag e c'hoarie warni gant e zorn, ha Saül a veze diboaniet hag aesaet, rak ar spered fall en em denne dioutañ.


Adalek an deiz-se Saül a sellas a-dreuz ouzh David.


Saül a glaskas skeiñ David gant e c'hoaf ouzh ar voger. Met en em zistroas dioutañ, ha Saül a skoas gant e c'hoaf er voger. David a dec'has hag a yeas kuit en noz-se.


Neuze Jonatan a c'halvas David hag a zisklêrias dezhañ an holl draoù-se. Jonatan a zegasas David da Saül, hag e voe en e servij evel diagent.


Ar spered fall a-berzh Doue a grogas e Saül, e-pad ma oa azezet en e di, e c'hoaf en e zorn. Ha David a c'hoarie gant e zorn.


Ha bremañ, ra selaouo va aotrou roue komzoù e servijer. Mard eo an AOTROU a vount ac'hanout a-enep din, ra vo da zonezon plijus dezhañ, met mard eo an dud, ra vint milliget dirak an AOTROU , rak va c'haset o deus kuit hiziv, evit ma ne c'hellin ket bezañ staget ouzh hêrezh an AOTROU , en ur lavarout: Kae ha servij doueoù estren.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos