Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 21:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Met Abishai mab Zeruja a zeuas war sikour David hag a skoas war ar Filistin hag en lazhas. Neuze tud David a douas o lavarout: Ne zeui ken ganeomp d'an emgann, gant aon na vougfes goulaouenn Israel.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 21:17
14 Referencias Cruzadas  

Ha setu, an holl diegezh a zo savet a-enep da servijerez en ur lavarout: Ro deomp an hini en deus skoet war e vreur, ma lakaimp anezhañ d'ar marv en abeg da ene e vreur en deus lazhet, hag e tistrujimp ivez an hêr. Hag e fell dezho mougañ ar c'hlaouenn vev a van ganin, evit na chomo gant va fried nag anv na diskennad war an douar.


David a gasas ar bobl, un drederenn dindan dorn Joab, un drederenn dindan dorn Abishai mab Zeruja ha breur Joab, hag un drederenn dindan dorn Ittai eus Gad. Hag ar roue a lavaras d'ar bobl: Me ivez a fell din mont ganeoc'h.


Met ar bobl a lavaras dezhañ: Ned i ket er-maez! Rak mar befemp lakaet da dec'hout, ne daolint ket evezh ouzhimp, ha pa varvfe an hanter ac'hanomp, ne daolint ket evezh ouzhimp, met te a dalvez kement ha dek mil ac'hanomp. Bremañ eta e vefe gwelloc'h dit bezañ e kêr evit hor skoazellañ.


Souprenet o doa ac'hanon en deiz va estrenvan, met an AOTROU a voe va skoazell.


Te eo va goulaouenn, o AOTROU! An AOTROU a laka va zeñvalijenn da lugerniñ.


Hag ur meuriad a roin d'e vab, evit m'en devo David va servijer ul lamp bepred dirazon e Jeruzalem, ar gêr am eus dibabet evit lakaat va anv enni.


Met abalamour da Zavid, an AOTROU e Zoue a roas ul lamp dezhañ e Jeruzalem, en ur sevel e vab war e lerc'h hag en ur lezel Jeruzalem da badout,


Eno eo e lakain ur c'horn da sevel da Zavid, hag e kempennin ul lamp da'm Olevad.


Te a ro an dieubidigezh d'ar rouaned, hag a savete David da servijer eus ar c'hleze lazhus.


D'ar mestr-kaner; kanaouenn mibien Kora; war "Alamod".


Johanan mab Kareak a gomzas ouzh Gedalia e kuzh e Mizpa, o lavarout: Va lez mont da skeiñ war Ismael mab Netania, hep na ouezo den. Perak e lamfe da vuhez diganit? Perak an holl Yuzevien a zo deuet da'z kavout a vefe stlabezet, hag ez afe da get an nemorant eus Juda?


Yann a oa al lamp a zev hag a sklaera, ha fellet eo bet deoc’h en em laouenaat ouzh e sklêrijenn e-pad un eur.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos