Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 21:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Jishbi-Benob, unan eus mibien Rafa hag en doa ur goaf a boueze tri c'hant sikl arem, a oa gourizet a-nevez hag en doa c'hoant da skeiñ war Zavid.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 21:16
20 Referencias Cruzadas  

D'ar pevarzekvet bloaz, Kedorlaomer hag ar rouaned a oa gantañ a zeuas hag a bilas ar Refaim en Ashterod-Karnaim, ar Zuzim en Ham, an Emim e Shave-Kiriataim,


Ramzed a oa war an douar en amzer-se, hag ivez diwezhatoc'h, goude ma voe aet mibien Doue etrezek merc'hed an dud hag o doe roet dezho bugale. Ar re-se eo harozed brudet an amzer gozh.


Goude-se e voe brezel c'hoazh e Gob a-enep ar Filistined; eno Sibbekai an Hushaiad a lazhas Saf, unan eus mibien Rafa.


Hag e voe brezel c'hoazh e Gad. Eno en em gavas un den mentet uhel, en doa c'hwec'h biz war e zaouarn ha c'hwec'h biz war e dreid, pevar warn-ugent en holl. Hemañ ivez a oa diskennet eus Rafa.


Ar pevar-se a oa diskennet eus Rafa, hag e voent lazhet gant dorn David ha gant dorn e servijerien.


Ar Filistined a zeuas hag en em strewas e traonienn ar Refaim.


Pignat a rejont dre ar c'hreisteiz hag e teujont betek Hebron, e-lec'h ma oa Ahiman, Sheshai ha Talmai, mibien Anak. Hebron a oa bet savet seizh vloaz a-raok Zoan en Ejipt.


Koulskoude ar bobl a zo o chom er vro-se a zo kreñv, ar c'hêrioù a zo mogeriet ha bras-meurbet. Gwelet hon eus eno bugale Anak.


Da belec'h emaomp o pignat? Hor breudeur o deus lakaet hor c'halonoù da deuziñ o lavarout: Ur bobl vrasoc'h hag a vent uheloc'h egedomp eo; ar c'hêrioù a zo bras ha mogeriet betek an neñv; gwelet hon eus eno mibien Anak.


An Emim a oa o chom eno gwechall, ur bobl vras ha niverus, a vent uhel evel an Anakim.


Brudet e oant evel Refaim, evel an Anakim, met ar Voabiz a c'halve anezho Emim.


ur bobl vras ha niverus e oa, a vent uhel evel an Anakim. An AOTROU o distrujas dirak an Ammoniz, a gasas anezho kuit; hag e chomjont en o lec'h.


Og, roue Basan, a oa e-unan manet e dilerc'h ar Refaim. E wele a oa ur gwele houarn, ha n'emañ ket e Rabbad e-touez mibien Ammon? E hirder a zo nav ilinad, e ledander pevar ilinad, a ilinad den.


ur bobl vras hag a vent uhel, mibien an Anakim a anavezez, hag ec'h eus klevet diwar o fenn: Piv a zalc'ho dirak mibien Anak?


Ne chomas ket a Anakim e bro mibien Israel, nemet e Gaza, e Gad hag en Asdod.


Kaleb a gasas kuit tri mab Anak: Sheshai, Ahiman ha Talmai, bugale Anak.


Koad e c'hoaf a oa evel ur granenn eus ur stern-gwiader, ha beg e c'hoaf a boueze c'hwec'h kant sikl houarn. An hini a zouge e skoed a gerzhe dirazañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos