2 Samuel 18:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
4 Ar roue a lavaras dezho: Ar pezh a gavot mat, me a raio. Ar roue en em zalc'has eta e-kichen an nor, hag an holl bobl a yeas dre gantoù ha dre vilieroù.
Azezet e oa David etre an div zor, hag ar gedour a yae war doenn an nor, war-zu ar voger, hag o sevel e zaoulagad, e sellas: setu un den a rede e-unan.
Hag ar roue a roas urzhioù da Joab, da Abishai ha da Ittai o lavarout: Espernit din an den yaouank Absalom. An holl bobl a glevas ar pezh en doa gourc'hemennet ar roue d'an holl bennoù diwar-benn Absalom.