Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 18:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Hag ar roue a roas urzhioù da Joab, da Abishai ha da Ittai o lavarout: Espernit din an den yaouank Absalom. An holl bobl a glevas ar pezh en doa gourc'hemennet ar roue d'an holl bennoù diwar-benn Absalom.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 18:5
8 Referencias Cruzadas  

David a lavaras da Abishai ha d'e holl servijerien: Setu, va mab va-unan, an hini a zo deuet eus va c'horf, a glask va buhez. Pegement muioc'h bremañ ar Benjaminad-se! Lezit-eñ ha ra villigo, rak an AOTROU en deus lavaret dezhañ.


Absalom hag holl dud Israel a lavaras: Kuzul Hushai an Arkiad a zo gwelloc'h eget kuzul Akitofel. Rak an AOTROU en doa divizet lakaat da gouezhañ kuzul Akitofel, hag a oa mat, evit ma teuio an droug war Absalom.


Met an den-se a lavaras da Joab: Pa bouezfen e-barzh va dorn mil pezh arc'hant, ne lakafen ket va dorn war mab ar roue, rak klevet hon eus ar pezh en deus gourc’hemennet ar roue, dit, da Abishai ha da Ittai, o lavarout: Taolit evezh pep hini ac'hanoc'h d'an den yaouank Absalom.


Hag e voe lavaret da Joab: Setu ar roue a ouel hag a ra kañv war Absalom.


Evel m'en deus un tad truez ouzh e vibien, en deus an AOTROU truez ouzh ar re a zouj anezhañ,


Jezuz a lavaras: Tad, pardon dezho, rak n’ouzont ket ar pezh a reont. Neuze e lodennjont e zilhad ouzh o zeurel d’ar sord.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos