N’en em veñji ket ha ne zalc’hi ket kaz ouzh mibien da bobl. Karout a ri da nesañ eveldout da-unan. Me eo an AOTROU.
1 Yann 4:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag ar c’hourc’hemenn-mañ hon eus bet digantañ: an hini a gar Doue, ra garo ivez e vreur. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag ar gourc’hemenman hon euz bet diganthan: An hini a gar Doue ra zeui ive da garet he vreur. |
N’en em veñji ket ha ne zalc’hi ket kaz ouzh mibien da bobl. Karout a ri da nesañ eveldout da-unan. Me eo an AOTROU.
Eñ a lavaras: An hini en deus graet trugarez en e geñver eo. Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Kae, ha gra ivez evel-se.
Rak al lezenn a-bezh a zo peurc’hraet en ur ger hepken, en hemañ: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan.
Rak e Jezuz-Krist an amdroc’h ne servij da netra, nag an diamdroc’h, met ar feiz o labourat dre ar garantez.
E keñver ar garantez etre breudeur, n’hoc’h eus ket ezhomm e vefe skrivet deoc’h, rak hoc’h-unan hoc’h eus desket digant Doue karout an eil egile,
A-hend-all, bezit holl eus un hevelep santad, truezus, oc’h en em garout evel breudeur, leun a drugarez, a volontez vat,
Dreist-holl, ho pet an eil evit egile ur garantez birvidik, rak ar garantez a c’holoio un niver bras a bec’hedoù.
Breudeur, ne skrivan ket deoc’h ur gourc’hemenn nevez, met ur gourc’hemenn kozh hoc’h eus bet adalek ar penn-kentañ. Ar gourc’hemenn kozh-se, eo ar ger hoc’h eus klevet adalek ar penn-kentañ.
Kement-mañ eo an disklêriadur hoc’h eus klevet adalek ar penn-kentañ: ma en em garfemp an eil egile,
Ni a oar penaos omp tremenet eus ar marv d’ar vuhez, o vezañ ma karomp ar vreudeur. An hini na gar ket e vreur a chom er marv.
Va bugale vihan, na garomp ket gant komzoù ha gant an teod, met en oberoù hag e gwirionez.
Ha kement-mañ eo e c’hourc’hemenn: ma kredimp en anv e Vab Jezuz-Krist ha ma en em garimp an eil egile, evel m’en deus gourc’hemennet deomp.
Re garet-mat, mar en deus Doue hor c’haret evel-se, ni a dle ivez en em garout an eil egile.