Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Yann 2:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Breudeur, ne skrivan ket deoc’h ur gourc’hemenn nevez, met ur gourc’hemenn kozh hoc’h eus bet adalek ar penn-kentañ. Ar gourc’hemenn kozh-se, eo ar ger hoc’h eus klevet adalek ar penn-kentañ.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

7 Breudeur, na scrivan ket deoc’h eur gourc’hemen nevez, mes eur gourc’hemen koz, an hini hoc’h euz bet adaleg ar pen‐kenta; ar gourc’hemen kozze eo ar ger hoc’h euz klevet adaleg ar pen‐kenta.

Ver Capítulo Copiar




1 Yann 2:7
22 Referencias Cruzadas  

N’en em veñji ket ha ne zalc’hi ket kaz ouzh mibien da bobl. Karout a ri da nesañ eveldout da-unan. Me eo an AOTROU.


An diavaeziad a zo o chom en ho touez a vo evel un henvroad, hag e karot anezhañ rak diavaezidi oc’h bet e bro Ejipt. Me eo an AOTROU ho Toue.


Klevet hoc’h eus penaos eo bet lavaret: Karout a ri da nesañ hag e kasai da enebour.


Reiñ a ran deoc’h ur gourc’hemenn nevez: Ma en em garot an eil egile evel ma em eus ho karet, ma en em garot ivez an eil egile.


O vezañ e gemeret, e kasjont anezhañ d’an Areopaj, o lavarout: Hag e c’hellfemp gouzout petra eo ar gelennadurezh nevez-se a brezegez?


Karout a ri an AOTROU da Zoue, eus da holl galon, eus da holl ene, eus da holl nerzh.


Koulskoude, re garet-mat, e c’hortozomp diganeoc’h traoù gwelloc’h hag a sell ouzh ar silvidigezh, petra bennak ma komzomp evel-se.


Ra chomo ennoc’h eta ar pezh hoc’h eus klevet adalek ar penn-kentañ. Mar chom ennoc’h ar pezh hoc’h eus klevet adalek ar penn-kentañ, c’hwi a chomo ivez er Mab hag en Tad.


Kement-mañ eo an disklêriadur hoc’h eus klevet adalek ar penn-kentañ: ma en em garfemp an eil egile,


Re garet-mat, ni a zo bremañ bugale Doue hag ar pezh a vimp n’eo ket bet c’hoazh diskouezet. Met anavezout a reomp penaos pa vo diskouezet, e vimp heñvel outañ abalamour ma welimp anezhañ evel ma’z emañ.


Re garet-mat, ma ne gondaon ket hor c’halon ac’hanomp, hon eus fiziañs dirak Doue.


Ha kement-mañ eo e c’hourc’hemenn: ma kredimp en anv e Vab Jezuz-Krist ha ma en em garimp an eil egile, evel m’en deus gourc’hemennet deomp.


Re garet-mat, na gredit ket da bep spered, met amprouit ar speredoù evit gouzout hag int a zo a-berzh Doue, rak meur a fals-profed a zo deuet er bed.


Re garet-mat, mar en deus Doue hor c’haret evel-se, ni a dle ivez en em garout an eil egile.


Hag ar c’hourc’hemenn-mañ hon eus bet digantañ: an hini a gar Doue, ra garo ivez e vreur.


Re garet-mat, en em garomp an eil egile, rak ar garantez a zeu eus Doue, ha piv bennak a gar a zo ganet a Zoue hag a anavez Doue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos