Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 10:37 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

37 Eñ a lavaras: An hini en deus graet trugarez en e geñver eo. Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Kae, ha gra ivez evel-se.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

37 An doctor a lavaraz: An hini a zo bet trugarezus en he genver. Jesus a lavaraz dezhan: Kea eta, ha gra ive evel‐se.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 10:37
18 Referencias Cruzadas  

An hini a zispriz e nesañ a ra ur pec'hed, met an hini en deus truez ouzh ar re c'hlac'haret a zo eürus.


Trugarez a fell din ha nann aberzhoù, hag anaoudegezh Doue kentoc'h eget loskaberzhoù.


Disklêriet en deus dit, o den, ar pezh a zo mat, hag ar pezh a c'houlenn an AOTROU diganit, nemet ober ar pezh a zo reizh, karout an drugarez, ha kerzhout izelek gant da Zoue.


Evel-se n’eo ket deuet Mab an den evit bezañ servijet, met evit servijañ hag evit reiñ e vuhez e daspren evit kalz.


Gwalleur deoc’h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma paeit an deog war ar vent, war an aned ha war ar c’houmin, hag e lezit a-gostez ar pezh a zo ar muiañ talvoudek el lezenn, ar reizhder, an drugarez hag ar feiz. Ar re-se a oa an traoù a dleec’h d’ober, hep koulskoude dilezel ar re all.


Pehini eta eus an tri-se a gav dit eo bet nesañ an hini a oa kouezhet etre daouarn al laeron?


Evel ma oant en hent, ez eas en ur vourc’h. Ur wreg anvet Marta en degemeras en he zi.


Rak anavezout a rit gras an Aotrou Jezuz-Krist, hag eñ pinvidik, a zo en em c’hraet paour evidoc’h, evit ma vefec’h rentet pinvidik dre e baourentez.


kerzhit er garantez, evel m’en deus Krist ivez hor c’haret hag eo en em ginniget e-unan da Zoue evidomp e prof hag en aberzh a c’hwezh vat.


Da gement-se eo ez oc’h bet galvet, peogwir Krist ivez en deus gouzañvet poanioù evidoc’h, o lezel deoc’h ur skouer evit ma kerzhot war e lerc’h,


hag a-berzh Jezuz-Krist, an test feal, ar c’hentañ-ganet a-douez ar re varv ha Priñs rouaned an douar. D’an hini en deus hor c’haret, en deus hor gwalc’het eus hor pec’hedoù dre e wad


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos