gant an hini a zo glan ez out glan, met gant an hini a zo fallakr e rez dezhañ hervez e fallagriezh.
1 Yann 3:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Piv bennak en deus an esperañs-se ennañ en em c’hlana e-unan, evel ma’z eo glan e-unan. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha kement hini hen deuz an esperans‐ze enhan, en em burifi he‐unan, evel ma’z eo hen heunan pur. |
gant an hini a zo glan ez out glan, met gant an hini a zo fallakr e rez dezhañ hervez e fallagriezh.
n’en deus graet diforc’h ebet etre ni hag int, o vezañ glanaet o c’halonoù dre ar feiz.
Izaia a lavar ivez: Dont a raio eus Jese ur wrizienn hag a savo da ren war ar broadoù, hag ar broadoù a espero enni.
O kaout eta hevelep promesaoù, re garet-mat, en em c’hlanaomp eus pep hudurniezh eus ar c’hig hag eus ar spered o kas da benn hor santeladur e doujañs Doue.
abalamour d’an esperañs a zo miret evidoc’h en neñvoù, hoc’h eus bet anaoudegezh anezhi diagent dre ar ger a wirionez eus an Aviel,
Hon Aotrou Jezuz-Krist e-unan, ha Doue hon Tad en deus hor c’haret ha roet deomp dre e c’hras ur frealz peurbadus hag un esperañs vat,
evit, o vezañ reishaet dre e c’hras, ma vijemp heritourien hervez esperañs ar vuhez peurbadus.
evit ma hor bo ur frealz galloudek, dre an daou dra digemmus-se na c’hell ket Doue gaouiadiñ enno, ni hag a glask ur repu e perc’hennidigezh nerzhus an esperañs kinniget deomp.
Hag e oa ret deomp kaout un hevelep beleg-meur, santel, digablus, dinamm, dispartiet diouzh ar bec’herien, savet dreist an neñvoù,
Tostait ouzh Doue hag e tostaio ouzhoc’h. Pec’herien, naetait ho taouarn, tud a galon lodennet, glanait ho kalonoù.
Met evel ma’z eo santel an hini en deus ho kalvet, bezit hoc’h-unan santel en hoc’h holl gundu,
Ra vo benniget Doue ha Tad hon Aotrou Jezuz-Krist, en deus hon eil-c’hanet hervez e drugarez vras evit un esperañs bev dre adsavidigezh Jezuz-Krist a-douez ar re varv,
Dre ar re-mañ, en deus roet deomp promesaoù bras-meurbet ha prizius, evit ma teuot drezo da gemer perzh en natur doueel, o tec’hout diouzh ar breinadur a zo er bed dre an droukc’hoant.
Setu perak, re garet-mat, o c’hortoz an traoù-se, en em nerzhit da vezañ kavet er peoc’h, didarch ha direbech dirazañ.
E kement-se eo bet peurc’hraet ar garantez ennomp, evit ma hor bo fiziañs da zeiz ar varnedigezh, o vezañ ma’z omp er bed-se evel ma emañ e-unan.