Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Pêr 3:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Setu perak, re garet-mat, o c’hortoz an traoù-se, en em nerzhit da vezañ kavet er peoc’h, didarch ha direbech dirazañ.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

14 Abalamour da ze, breudeur muia‐karet, en eur c’hortoz an traou‐man, grit ho possubl evit beza kavet dinam ha didamal dirag he zaou‐lagad er peoc’h.

Ver Capítulo Copiar




2 Pêr 3:14
19 Referencias Cruzadas  

Mar lavarer eta deoc’h: Setu, emañ el lec’h distro, n’it ket; Setu, emañ er c’hambroù, na gredit ket.


Neuze an holl werc’hezed-se a savas hag a fichas o lampoù.


Eürus ar servijer a vo kavet gant e vestr oc’h ober kement-se pa erruo!


Aotrou, laosk bremañ da servijer da vont e peoc’h hervez da c’her,


Ho kreñvaat a raio ivez betek ar fin, evit ma viot divlam e deiz hon Aotrou Jezuz-Krist.


Evel-se, va breudeur karet-mat, bezit start, divrall, o labourat muioc’h-muiañ en oberenn an Aotrou, oc’h anavezout penaos n’eo ket didalvoud ho labour en Aotrou.


evit ma c’hellot anavezout an traoù a zo dispar ha ma viot glan ha divlam a-benn deiz Jezuz-Krist,


evit ma viot divlam ha disaotr, mibien Doue, didamall e-kreiz ur rummad diroll ha fall, hag en o zouez bezit gwelet evel goulaouennoù er bed,


Evidomp-ni, emaomp keodedourien an neñv, a-belec’h e c’hortozomp ivez ar Salver, an Aotrou Jezuz-Krist.


ha ra nerzho ho kalonoù evit ma vint didamall er santelezh dirak Doue hon Tad, pa zeuio hon Aotrou Jezuz-Krist gant e holl sent.


Ra santelaio an Doue a beoc’h e-unan kement a zo ennoc’h, ha ra vo miret divlam hoc’h holl spered, ene ha korf, a-benn donedigezh hon Aotrou Jezuz-Krist.


da virout ar gourc’hemenn disaotr ha divlam, betek donedigezh hon Aotrou Jezuz-Krist,


en hevelep doare ivez Krist, o vezañ bet kinniget ur wech evit dougen pec’hedoù kalz a dud, en em ziskouezo un eil gwech hep pec’hed d’ar re en gortoz evit ar silvidigezh.


Ar relijion glan ha dinamm dirak Doue hon Tad, eo gweladenniñ an emzivaded hag an intañvezed en o glac’har, hag en em virout diouzh saotroù ar bed.


evit ma teuio amprouenn ho feiz, priziusoc’h eget an aour a ya da goll hag a zo koulskoude amprouet dre an tan, da dreiñ evidoc’h e meuleudi, enor ha gloar, da emziskuliadur Jezuz-Krist.


Re garet-mat, setu dija an eilvet lizher a skrivan deoc’h. En eil hag en egile e talc’han ho skiant yac’hus dihun dre alioù,


A-hend-all e ra evel-se en e holl lizhiri pa gomz enno eus an traoù-mañ; lod ’zo diaes da gompren hag a vez distroet gant an dud diouiziek ha disur, kement hag ar Skriturioù all, evit o c’holl o-unan.


Piv bennak en deus an esperañs-se ennañ en em c’hlana e-unan, evel ma’z eo glan e-unan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos