Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Pêr 3:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Kredit penaos pasianted hir hon Aotrou eo ho silvidigezh, evel m’en deus skrivet deoc’h hor breur karet-mat Paol hervez ar furnez a zo bet roet dezhañ.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

15 Ha credit penaos ar batianted vraz euz hon Aotrou eo ho silvidigez, evel ma hen deuz ive scrivet deoc’h Paol, hor breur muia‐karet, hervez ar furnez a zo bet roet dezhan; hag evel ma her gra en he holl lizerou,

Ver Capítulo Copiar




2 Pêr 3:15
27 Referencias Cruzadas  

setu, e ran hervez da gomzoù. Setu ma roin dit ur galon fur ha poellek, e doare ma ne vo ket bet unan heñvel ouzhit a-raok dit, ha ne vo ket unan heñvel ouzhit ez koude.


Hag holl Israel a anavezas ar varn en doa graet ar roue. Hag e voe doujañs e-keñver ar roue, rak gwelout a rejont e oa ennañ furnez Doue evit barn gant reizhder.


Ha Doue a roas da Salomon furnez, ur poell bras-meurbet, hag ur galon ken frank hag an traezh a zo war aod ar mor.


Ha te Ezdra, laka melestrourien ha barnerien hervez furnez da Zoue a zo ennout, evit ma varnint an holl dud a zo en tu all d'ar stêr, an holl re a anavez lezennoù da Zoue; hag o c'helenni d'ar re n'o anavez ket.


Leuniet em eus anezhañ gant Spered Doue, e skiant, en ijin hag e gouiziegezh, evit pep seurt labourioù,


Setu, roet em eus dezhañ ur skoazeller, Oholiab mab Ahizamak eus meuriad Dan. Lakaet em eus ijin e kalon pep den skiantek, evit ma raint kement am eus gourc’hemennet dit ober:


Leuniet en deus anezhañ gant Spered Doue, e skiant, en ijin hag e gouiziegezh, evit pep seurt labourioù,


Lakaet en deus ijin enno evit ma raint pep seurt labourioù a vicherour, a vroder hag a wiader e livioù disheñvel, e limestra, e tane, e ruz-mouk, e lin fin, e gwiaderezh; ober a reont pep seurt labour hag int ampart e traoù nevez.


Reiñ a ra furnez, anaoudegezh ha levenez d'an den a blij dezhañ. Met d'ar pec'her e ro ar garg da dapout ha da zastum evit reiñ d'an hini a zo kavet mat gant Doue. Kement-se ivez a zo avel ha poan spered.


Koulskoude an AOTROU a c'hortoz evit ober trugarez deoc'h, sevel a raio evit kaout truez ouzhoc'h. Rak un Doue reizh eo an AOTROU, eürus eo ar re holl a zo en gortoz anezhañ!


rak me a roio deoc’h ur genoù hag ur furnez na c’hello hoc’h holl enebourien respont netra dezho na stourm outo.


ni hon eus kavet mat, holl asambles, dibab tud hag o c’has deoc’h gant hor re garet-mat Barnabaz ha Paol,


Dieubiñ a reas anezhañ eus e holl c’hlac’haroù hag e roas dezhañ furnez ha gras dirak Faraon roue Ejipt. Hemañ a lakaas anezhañ da c’houarnour war Ejipt ha war e holl di.


Ananiaz a yeas hag, o vezañ aet en ti, e lakaas e zaouarn war Saol hag e lavaras: Breur Saol, an Aotrou Jezuz, an hini a zo en em ziskouezet dit en hent a zeues drezañ, en deus va degaset evit ma adkavi ar gweled ha ma vi leuniet gant ar Spered-Santel.


Pe disprizañ a rez pinvidigezhioù e vadelezh, e basianted hag e hir gortozidigezh, hep anavezout e c’halv madelezh Doue ac’hanout d’ar geuzidigezh?


Rak da unan eo roet dre ar Spered ar ger a furnez, da unan all ar ger a ouiziegezh dre an hevelep Spered,


Ha komz a reomp diwar o fenn, nann gant al lavarioù a zesk furnez an dud, met gant ar re a zesk ar Spered-Santel, o tisplegañ traoù speredel d’ar re a zo speredel.


Hervez gras Doue a zo bet roet din, em eus lakaet an diazez evel ur saver fur, hag unan all a vañson warnañ. Met ra eveshaio pep hini penaos e vañson warnañ.


penaos dre ziskuliadur eo bet roet din da anavezout ar mister-se evel ma teuan da skrivañ e nebeut a c’herioù,


Hag abalamour da gement-mañ eo em eus kavet trugarez: evit ma tiskouezfe Jezuz-Krist da gentañ ennon e hirbasianted, hag evit servijout da skouer d’ar re a gredo ennañ evit ar vuhez peurbadus.


Ma vank furnez da unan bennak ac’hanoc’h, ra c’houlenno digant Doue a ro d’an holl gant largentez hep rebech, hag e vo roet dezhañ.


Ar furnez eus an nec’h a zo da gentañ glan, goude peoc’hiek, habask, poellek, leun a drugarez hag a frouezh mat, hep ober van eus diaveazioù hag hep pilpouzerezh.


ar re a oa bet gwechall diskredik, pa c’hortoze pasianted Doue en amzer Noe, e-pad ma en em c’hrae an arc’h; enni un niver bihan a eneoù, da lavarout eo eizh, a voe saveteet a-dreuz an dour.


evit ma ho po soñj eus ar gerioù a zo bet lavaret diaraok gant ar brofeded santel, hag eus hor gourc’hemenn-ni ebestel an Aotrou ha Salver.


An Aotrou ne zaleo ket da gas da benn e bromesa evel ma ez eus lod a gred, met diskouez a ra pasianted en hor c’heñver, o vezañ na fell ket dezhañ ez afe den da goll met e teufe an holl d’ar geuzidigezh.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos