Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Yann 4:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 E kement-se eo bet peurc’hraet ar garantez ennomp, evit ma hor bo fiziañs da zeiz ar varnedigezh, o vezañ ma’z omp er bed-se evel ma emañ e-unan.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

17 E kement‐man eo peur‐c’hreat ar garantez enomp, evit ma hor bezo fizians en deiz ar varn; rag evel ma’z eo he‐unan, evel‐se ez omp ive er bed‐man.

Ver Capítulo Copiar




1 Yann 4:17
25 Referencias Cruzadas  

Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos e vo dousoc’h da vro Sodom ha Gomora e deiz ar varn eget d’ar gêr-se.


A-walc’h eo d’an diskibl bezañ evel e vestr ha d’ar mevel bezañ evel e aotrou. Mar o deus galvet mestr an tiegezh Beelzebul, pegement muioc’h ne c’halvint ket tud e diegezh.


Setu perak en lavaran deoc’h, e deiz ar varn, e vo dousoc’h da Dir ha da Sidon eget deoc’h.


Setu perak en lavaran deoc’h, e deiz ar varn, e vo dousoc’h da Vro-Sodom eget dit.


Me a lavar deoc’h, e deiz ar varn, an dud a rento kont eus pep ger didalvez o devo lavaret.


Ho pet soñj eus ar ger am eus lavaret deoc’h: Ar servijer n’eo ket brasoc’h eget e vestr. Ma o deus va gwallgaset, e wallgasint ivez ac’hanoc’h, ha ma o deus miret va ger, e virint ivez hoc’h hini.


Roet em eus dezho ar gloar ac’h eus roet din, evit ma vint unan evel ma’z omp ni unan,


Rak ar re en deus anavezet a-ziaraok, en deus ivez raktonket da vezañ heñvel ouzh skeudenn e Vab, evit ma vo hemañ ar c’hentañ-ganet e-touez meur a vreur.


Hag evel ma’z eo ret d’an dud mervel ur wech, ha goude-se e teu ar varnedigezh,


rak ar varn a zo hep trugarez evit an hini n’en deus ket bet trugarezus. Met an drugarez a sav dreist ar varn.


Gwelout a rez penaos e laboure ar feiz gant e oberoù, ha penaos dre an oberoù ar feiz a zeuas da vezañ peurvat.


an Aotrou a oar mirout eus an amprouenn ar re a zouj anezhañ ha derc’hel ar re zireizh da vezañ kastizet da zeiz ar varn,


Met an neñv hag an douar a-vremañ a zo miret dre an hevelep ger, ha lakaet a-du evit an tan, da zeiz ar varn ha kollidigezh an dud na zoujont ket Doue.


Bremañ eta bugale vihan, chomit ennañ evit ma hor bo fiziañs pa en em ziskouezo, ha ma ne vimp ket mezhek dirazañ en e zonedigezh.


Met evit an hini a vir e c’her, karantez Doue a zo e gwirionez peurvat ennañ. Dre gement-se ec’h ouzomp emaomp ennañ.


An hini a lavar e chom ennañ a dle ivez kerzhout evel m’en deus kerzhet eñ e-unan.


Gwelit pebezh karantez en deus diskouezet an Tad en hor c’heñver, evit ma vefemp galvet bugale Doue! Dre gement-mañ eo n’anavez ket ar bed ac’hanomp: o vezañ n’en deus ket anavezet anezhañ.


Piv bennak en deus an esperañs-se ennañ en em c’hlana e-unan, evel ma’z eo glan e-unan.


Bugale vihan, ra ne douello den ac’hanoc’h. An hini a ra ar reizhder a zo reizh evel ma’z eo e-unan reizh.


Den n’eus biskoazh gwelet Doue. Mar en em garomp an eil egile, Doue a chom ennomp hag e garantez a zo peurc’hraet ennomp.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos