1 Yann 3:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Re garet-mat, ni a zo bremañ bugale Doue hag ar pezh a vimp n’eo ket bet c’hoazh diskouezet. Met anavezout a reomp penaos pa vo diskouezet, e vimp heñvel outañ abalamour ma welimp anezhañ evel ma’z emañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Bugale muia‐karet, breman ez omp bugale da Zoue, hag ar pez a vezimp n’eo ket bet c’hoas diskouezet; mes gouzoud a reomp penaos pa en em ziskouezo, e vezimp henvel outhan, rag her gwelet a raimp evel ma ema. |
Reiñ a ri da anavezout din hent ar vuhez. Ul leunder a levenez a zo dirak da zremm, ha plijadurioù a zo ez tu dehou da viken.
Ra vo mut ar muzelloù gaouiat, a zroukkomz a-enep an den reizh dre lavaroù fall, gant lorc'h ha dismegañs!
e roin em zi hag e-barzh va mogerioù ul lec'h hag un anv gwelloc'h eget mibien ha merc'hed, me a roio dezho un anv peurbadus na vo ket lamet kuit.
Piv a c'hello gouzañv deiz e zonedigezh, piv a c'hello chom en e sav pa en em ziskouezo? Rak bez' e vo evel tan an teuzer, evel soavon ar gwenner.
Rak ne c’hellint ket kennebeut mervel, abalamour ma vint heñvel ouzh an aeled ha ma vint mibien Doue, o vezañ mibien an adsavidigezh a varv.
Met d’ar re holl o deus e zegemeret, en deus roet ar galloud da vezañ graet bugale da Zoue, da c’houzout eo d’ar re holl a gred en e anv,
ha ne oa ket evit ar vroad hepken, met ivez evit dastum en unan hepken mibien Doue a-stlabez.
Tad, me a c’hoanta e vo ganin ar re ac’h eus roet din, e-lec’h ma’z on, evit ma welint ar gloar ac’h eus roet din, rak va c’haret ec’h eus a-raok krouidigezh ar bed.
Me a gav din n’eus heñveledigezh ebet etre poanioù an amzer a-vremañ hag ar gloar da zont a vo diskuliet ennomp.
Rak ar re en deus anavezet a-ziaraok, en deus ivez raktonket da vezañ heñvel ouzh skeudenn e Vab, evit ma vo hemañ ar c’hentañ-ganet e-touez meur a vreur.
Bremañ e welomp dre ur melezour, en un doare teñval, neuze e welimp dremm ouzh dremm. Bremañ ec’h anavezan en un doare diglok, met neuze ec’h anavezin-tre, evel ma’z on bet anavezet-tre.
Evel ma hon eus douget skeudenn an hini douarel, e tougimp ivez skeudenn an hini neñvel.
Met evel ma’z eo skrivet: Bez’ int traoù n’en deus ket lagad an den gwelet, na skouarn an den klevet, ha n’int ket pignet e kalon an den, traoù en deus Doue kempennet evit ar re a gar anezhañ.
Ni holl, dioueliet hon dremm, a zougen evel en ur melezour gloar an Aotrou, hag e teuomp da vezañ heñvel ouzh an hevelep skeudenn eus an eil gloar d’eben gant an Aotrou Spered.
Rak hor glac’har skañv eus an amzer a-vremañ a ro ur pouez a c’hloar peurbadus ha meurbet gwelloc’h,
Ha dre ma’z oc’h mibien, Doue en deus kaset en ho kalonoù Spered e Vab o krial: Abba! Tad!
Eñ a gemmo hor c’horf a zismegañs evit e lakaat heñvel ouzh korf e c’hloar, hervez ar galloud en deus da lakaat an holl draoù da blegañ dezhañ.
en hevelep doare ivez Krist, o vezañ bet kinniget ur wech evit dougen pec’hedoù kalz a dud, en em ziskouezo un eil gwech hep pec’hed d’ar re en gortoz evit ar silvidigezh.
Dre ar re-mañ, en deus roet deomp promesaoù bras-meurbet ha prizius, evit ma teuot drezo da gemer perzh en natur doueel, o tec’hout diouzh ar breinadur a zo er bed dre an droukc’hoant.
Bremañ eta bugale vihan, chomit ennañ evit ma hor bo fiziañs pa en em ziskouezo, ha ma ne vimp ket mezhek dirazañ en e zonedigezh.
Breudeur, ne skrivan ket deoc’h ur gourc’hemenn nevez, met ur gourc’hemenn kozh hoc’h eus bet adalek ar penn-kentañ. Ar gourc’hemenn kozh-se, eo ar ger hoc’h eus klevet adalek ar penn-kentañ.
Gwelit pebezh karantez en deus diskouezet an Tad en hor c’heñver, evit ma vefemp galvet bugale Doue! Dre gement-mañ eo n’anavez ket ar bed ac’hanomp: o vezañ n’en deus ket anavezet anezhañ.
E kement-mañ eo e teu bugale Doue ha bugale an diaoul d’en em reiñ da anavezout: piv bennak ne ra ket ar reizhder n’eo ket eus Doue, na kennebeut an hini na gar ket e vreur.
Piv bennak a gred ez eo Jezuz ar C’hrist a zo ganet a Zoue, ha piv bennak a gar an hini en deus e c’hanet, a gar ivez an hini a zo ganet anezhañ.