Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Yann 3:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 Re garet-mat, ma ne gondaon ket hor c’halon ac’hanomp, hon eus fiziañs dirak Doue.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

21 Bugale muia‐karet, mar na gondaon ket hor c’halon ac’hanomp, hon euz fizians dirag Doue.

Ver Capítulo Copiar




1 Yann 3:21
17 Referencias Cruzadas  

Neuzi e kavi en Holl-C'halloudeg da blijadurioù, hag e savi da zremm war-zu Doue.


Miret em eus va reizhder ha n'en dilezin ket, va c'halon ne rebecho din hini eus va deizioù.


Teurel a rin evezh ouzh hent an eeunder. Pegoulz e teui da'm c'havout? Kerzhout a rin en eeunder va c'halon e-barzh va zi.


Ha te ac’h eus ar feiz? Mir anezhi ennout da-unan dirak Doue. Eürus eo an hini n’en em goñdaon ket e-unan er pezh a gav mat.


rak n’en em gavan kablus a netra. Koulskoude n’on ket reishaet abalamour da-se, met an hini a varn ac’hanon eo an Aotrou.


Rak ar pezh a ra hor gloar eo en testeni-mañ eus hor c’houstiañs penaos omp en em renet er bed, ha dreist-holl en ho keñver, gant eeunder ha gwirionded dirak Doue, nann gant ur furnez kigel, met gant gras Doue.


ennañ hon eus al librentez da dostaat ouzh Doue gant fiziañs dre ar feiz ennañ.


Me a fell din eta e pedfe an dud e pep lec’h, o sevel daouarn glan hep kounnar hag hep tabut.


tostaomp gant ur galon wirion hag ur fiziañs leun a feiz, o kaout ar c’halonoù glanaet eus loustoni ur goustiañs fall hag ar c’horf gwalc’het gant dour pur.


Tostaomp eta gant fiziañs ouzh tron ar c’hras, evit kaout trugarez ha kavout gras, hag evit bezañ sikouret en amzer dereat.


Bremañ eta bugale vihan, chomit ennañ evit ma hor bo fiziañs pa en em ziskouezo, ha ma ne vimp ket mezhek dirazañ en e zonedigezh.


Breudeur, ne skrivan ket deoc’h ur gourc’hemenn nevez, met ur gourc’hemenn kozh hoc’h eus bet adalek ar penn-kentañ. Ar gourc’hemenn kozh-se, eo ar ger hoc’h eus klevet adalek ar penn-kentañ.


Re garet-mat, ni a zo bremañ bugale Doue hag ar pezh a vimp n’eo ket bet c’hoazh diskouezet. Met anavezout a reomp penaos pa vo diskouezet, e vimp heñvel outañ abalamour ma welimp anezhañ evel ma’z emañ.


rak mar kondaon hor c’halon ac’hanomp, Doue a zo brasoc’h eget hor c’halon hag a anavez an holl draoù.


E kement-se eo bet peurc’hraet ar garantez ennomp, evit ma hor bo fiziañs da zeiz ar varnedigezh, o vezañ ma’z omp er bed-se evel ma emañ e-unan.


Kement-mañ eo ar fiziañs hon eus ennañ: mar goulennomp un dra bennak hervez e youl, e selaou ac’hanomp.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos