Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Yann 3:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

22 Petra bennak a c’houlennomp, en resevomp digantañ, abalamour ma viromp e c’hourc’hemennoù ha ma reomp ar pezh a blij dezhañ.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

22 Ha petra‐benag a c’houlennomp, hen recevomp diganthan, o veza ma viromp he c’hourc’hemenou, ha ma reomp ar pez a blij dezhan.

Ver Capítulo Copiar




1 Yann 3:22
37 Referencias Cruzadas  

Neuzi e kavi en Holl-C'halloudeg da blijadurioù, hag e savi da zremm war-zu Doue.


AOTROU, klevout a rez c'hoant ar re c'hlac'haret: starta o c'halonoù, ro ur skouarn evezhiek dezho,


Kanmeulit an AOTROU ganin, uhelaomp e anv holl asambles!


ha va asped en deiz da estrenvan: me a zieubo ac'hanout ha te a roio gloar din.


An AOTROU a zo pell diouzh ar re zrouk, met klevout a ra pedenn an dud reizh.


Mar distro unan bennak e skouarn evit na selaouo ket al lezenn, e bedenn zoken a zo un euzhusted.


Pa'c'h astennit ho taouarn, me a guzh va daoulagad ouzhoc'h. Pa liesait ho pedennoù, ne selaouan ket, ho taouarn a zo leun a wad.


Va asped hag e respontin dit, hag e tisklêrin dit traoù bras ha kuzhet n'anavezez ket.


Komz a rae c’hoazh, pa zeuas ur goabrenn lugernus d’o goleiñ. Ha setu, ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn o lavarout: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez. Selaouit eñ!


Kement a c’houlennot dre ar bedenn, mar kredit, a vo roet deoc’h.


Setu perak e lavaran deoc’h: Kement a c’houlennot en ur bediñ, kredit e resevot anezhañ ha kement-se a vo roet deoc’h.


Kement a c’houlennot em anv, me a raio anezhañ evit ma vo roet gloar d’an Tad er Mab.


Mar mirit va gourc’hemennoù, e chomot em c’harantez, evel ma em eus miret gourc’hemennoù va Zad hag e choman en e garantez.


Mar chomit ennon ha mar chom va gerioù ennoc’h, e c’houlennot ar pezh a fello deoc’h ha kement-se a vo roet deoc’h.


Jezuz a respontas dezho: Houmañ eo oberenn Doue, ma kredot en hini en deus kaset.


An hini en deus va c’haset a zo ganin. An Tad n’en deus ket va lezet va-unan, abalamour ma ran atav ar pezh a blij dezhañ.


Ni a oar penaos Doue ne selaou ket ar pec’herien, met mar deu unan bennak da zoujañ Doue ha da ober e volontez, e selaou anezhañ.


Doue, o vezañ eta lezet an amzer a ziouiziegezh-se da dremen, a c’hourc’hemenn bremañ d’an holl dud en holl lec’hioù kaout keuz,


o prezeg d’ar Yuzevien ha d’ar C’hresianed ar geuzidigezh e-keñver Doue hag ar feiz e Jezuz-Krist hon Aotrou.


Resevet em eus pep tra hag emaon er fonnder. Karget on bet a vadoù o resev dre Epafrodit ar pezh a zeu diganeoc’h evel ur prof a c’hwezh-vat, un aberzh degemeret ha kavet mat gant Doue.


en hevelep doare ma en em renit en un doare dellezek eus an Aotrou, evit plijout dezhañ en holl draoù, o tougen frouezh e pep seurt oberoù mat hag o kreskiñ en anaoudegezh Doue,


a rento ac’hanoc’h peurc’hraet e pep ober mat, evit ma reot e volontez, oc’h ober e-unan ennoc’h ar pezh a gav mat, dre Jezuz-Krist, ra vo ar gloar dezhañ e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.


Ma vank furnez da unan bennak ac’hanoc’h, ra c’houlenno digant Doue a ro d’an holl gant largentez hep rebech, hag e vo roet dezhañ.


Goulenn a rit ha ne resevit ket abalamour ma c’houlennit fall, evit dic’hoantañ ho kwallyouloù.


Anzavit ho faotoù an eil d’egile ha pedit an eil evit egile, evit ma viot yac’haet. Pedenn c’hredus an den reizh he deus ur galloud bras.


Dre gement-mañ ec’h ouzomp hon eus e anavezet: mar miromp e c’hourc’hemennoù.


Kement-mañ eo ar fiziañs hon eus ennañ: mar goulennomp un dra bennak hervez e youl, e selaou ac’hanomp.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos