Ur bloaz goude, Ben-Hadad a niveras ar Siriz hag a bignas da Afek, evit stourm a-enep Israel.
1 Samuel 4:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Komz Samuel a voe evit holl Israel. Mont a reas Israel d'ar brezel a-enep ar Filistined, hag e kampjont e-kichen Eben-Ezer, hag ar Filistined a gampas en Afek. |
Ur bloaz goude, Ben-Hadad a niveras ar Siriz hag a bignas da Afek, evit stourm a-enep Israel.
An nemorant a dec'has da gêr Afek, e-lec'h ma kouezhas ar voger war seizh mil den warn-ugent a oa manet eno. Ben-Hadad ivez a dec'has hag a yeas da gêr, e-lec'h ma kuzhas a gambr da gambr.
En em gavit holl hiziv dirak an AOTROU ho Toue, pennoù ho meuriadoù, hoc'h henaourien, hoc'h ofiserien, holl wazed Israel,
war-zu ar c'hreisteiz, hag holl vro ar Gananeiz, ha Meara a zo d'ar Sidoniz, betek Afek ha betek harz an Amoreaned;
Met hiziv e taolit kuit ho Toue en deus ho tieubet eus hoc'h holl boanioù hag eus hoc'h holl c’hlac’haroù, hag e lavarit dezhañ: Met laka ur roue warnomp. En em ziskouezit eta bremañ dirak an AOTROU dre veuriadoù ha dre vilieroù.
Ar Filistined a zastumas o armeoù en Afek, hag an Israeliz a gampas e-kichen ar feunteun a zo e Jizreel.
Neuze an AOTROU a lavaras da Samuel: Setu ez an d'ober en Israel un dra na c'hello den klevout hep ma tinto e zivskouarn.
Ar Filistined en em renkas evit an emgann a-enep Israel. Hag e tarzhas an emgann, hag Israel a voe pilet gant ar Filistined, a lazhas war an emgannlec'h war-dro pevar mil den.
Ha Samuel a gemeras ur maen, a lakaas etre Mizpa ha Shen, hag en anvas Eben-Ezer, hag e lavaras: An AOTROU en deus hor sikouret betek amañ.