Goude-se e c'houlennas David kuzul digant an AOTROU o lavarout: Ha pignat a rin da unan eus kêrioù Juda? An AOTROU a respontas dezhañ: Pign! David a lavaras: Da belec'h e pignin? Hag e respontas: Da Hebron.
1 Samuel 23:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned David a c'houlennas kuzul digant an AOTROU o lavarout: Ha mont a rin, ha skeiñ a rin war ar Filistined-se? An AOTROU a respontas da Zavid: Kae, sko war ar Filistined-se, ha dieub Keila. |
Goude-se e c'houlennas David kuzul digant an AOTROU o lavarout: Ha pignat a rin da unan eus kêrioù Juda? An AOTROU a respontas dezhañ: Pign! David a lavaras: Da belec'h e pignin? Hag e respontas: Da Hebron.
David a c'houlennatas an AOTROU o lavarout: Ha pignat a rin a-enep ar Filistined, hag o lakaat a ri etre va daouarn? Hag an AOTROU a lavaras da Zavid: Pign, a-dra-sur e lakain ar Filistined etre da zaouarn.
David a c'houlennatas an AOTROU, hag an AOTROU a lavaras: Ne bigni ket, kae a-dreñv dezho, hag ec'h errui warno a-dal d'ar mouarennoù
David a c'houlennatas Doue o lavarout: Ha pignat a rin a-enep ar Filistined, hag o lakaat a ri etre va daouarn? Hag an AOTROU a lavaras: Pign, o lakaat a rin etre da zaouarn.
Me az lakaio skiantek, me a gelenno dit an hent ma tleez kerzhout warnañ, da ren a rin, va lagad a vo warnout.
AOTROU, gouzout a ran n'eo ket dioutañ hent an den, ha n'eo ket e galloud an hini a gerzh da ren e gammedoù.
Hag en em zalc'ho dirak Eleazar an aberzhour, a c'houlennataio evitañ barnedigezh an Urim dirak an AOTROU. War e c'hourc'hemenn ez aint er-maez ha war e c'hourc'hemenn e teuint e-barzh, eñ hag holl vibien Israel gantañ, an holl vodadenn.
Goude marv Jozue, e c'houlennas mibien Israel kuzul digant an AOTROU o lavarout: Piv a bigno da gentañ a-enep ar Gananeiz evit an emgann?
Hag e c'houlennatajont c'hoazh an AOTROU: Ha deuet eo amañ c'hoazh un den? An AOTROU a lavaras: Setu-eñ kuzhet e-touez ar pakadoù.
Saül a c'houlennas kuzul digant Doue: Hag e tiskennin war-lerc'h ar Filistined? O lakaat a ri etre daouarn Israel? Met ne respontas ket dezhañ en deiz-se.
Tud David a lavaras dezhañ: Aon hon eus amañ e bro Juda, petra 'vo eta mard eomp da Geila a-enep bagadoù renket ar Filistined?
David a c'houlennas kuzul c'hoazh digant an AOTROU , hag an AOTROU a respontas o lavarout: Sav, diskenn da Geila, rak me a lakaio ar Filistined ez taouarn.
Pa oa tec'het Abiatar mab Akimelek da gavout David e Keila, e teuas gant an efod etre e zaouarn.
Neuze David a c'houlennatas an AOTROU o lavarout: Ha redek a rin war-lerc'h ar bagad-se? Ha tapout a rin anezho? Hag e respontas dezhañ: Red war o lerc'h, rak a-dra-sur e tapi anezho, hag e tieubi.