Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 30:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Neuze David a c'houlennatas an AOTROU o lavarout: Ha redek a rin war-lerc'h ar bagad-se? Ha tapout a rin anezho? Hag e respontas dezhañ: Red war o lerc'h, rak a-dra-sur e tapi anezho, hag e tieubi.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 30:8
21 Referencias Cruzadas  

Degas a reas gantañ an holl binvidigezhioù. Degas a reas ivez gantañ Lot e vreur, e vadoù hag e wragez ivez, hag ar bobl.


David a c'houlennatas an AOTROU o lavarout: Ha pignat a rin a-enep ar Filistined, hag o lakaat a ri etre va daouarn? Hag an AOTROU a lavaras da Zavid: Pign, a-dra-sur e lakain ar Filistined etre da zaouarn.


David a c'houlennatas an AOTROU, hag an AOTROU a lavaras: Ne bigni ket, kae a-dreñv dezho, hag ec'h errui warno a-dal d'ar mouarennoù


ha va asped en deiz da estrenvan: me a zieubo ac'hanout ha te a roio gloar din.


Va aspediñ a raio hag e selaouin anezhañ, hag e vin gantañ en anken, hag en tenin ac'hane, hag e roin gloar dezhañ.


An enebour a lavare: Redek a rin, tapout a rin, lodennañ a rin an diwisk, va ene en em leunio warno, tennañ a rin ar c'hleze, va dorn o distrujo.


Hag en em zalc'ho dirak Eleazar an aberzhour, a c'houlennataio evitañ barnedigezh an Urim dirak an AOTROU. War e c'hourc'hemenn ez aint er-maez ha war e c'hourc'hemenn e teuint e-barzh, eñ hag holl vibien Israel gantañ, an holl vodadenn.


Mibien Israel a yeas hag a bignas da Vetel da c'houlenn kuzul digant Doue o lavarout: Piv ac'hanomp a bigno da gentañ evit ar brezel a-enep mibien Benjamin? Hag an AOTROU a lavaras: Juda a bigno da gentañ.


Mibien Israel o devoa pignet ha gouelet dirak an AOTROU betek an noz, ha goulennet kuzul o doa digant an AOTROU o lavarout: Hag e tostaimp c'hoazh d'an emgann a-enep mibien Benjamin va breudeur? Hag an AOTROU en doa lavaret: Pignit a-enep dezhañ.


ha Fineaz mab Eleazar mab Aaron en em zalc'he dirak an AOTROU en deizioù-se. Hag e lavarjont: Hag ez in c'hoazh d'an emgann a-enep mibien Benjamin va breudeur, pe e tlean en em virout? Hag an AOTROU a lavaras: Pignit, rak warc'hoazh me o lakaio etre ho taouarn.


Gedeon a erruas d'ar Jordan hag a dreuzas anezhañ gant an tri c'hant den a oa gantañ; skuizh e oant o redek.


Hag e c'houlennatajont c'hoazh an AOTROU: Ha deuet eo amañ c'hoazh un den? An AOTROU a lavaras: Setu-eñ kuzhet e-touez ar pakadoù.


Saül a c'houlennas kuzul digant Doue: Hag e tiskennin war-lerc'h ar Filistined? O lakaat a ri etre daouarn Israel? Met ne respontas ket dezhañ en deiz-se.


David a c'houlennas kuzul digant an AOTROU o lavarout: Ha mont a rin, ha skeiñ a rin war ar Filistined-se? An AOTROU a respontas da Zavid: Kae, sko war ar Filistined-se, ha dieub Keila.


David a c'houlennas kuzul c'hoazh digant an AOTROU , hag an AOTROU a respontas o lavarout: Sav, diskenn da Geila, rak me a lakaio ar Filistined ez taouarn.


Saül a c'houlennatas an AOTROU , met an AOTROU ne respontas ket dezhañ na dre huñvreoù na dre an urim na dre ar brofeded.


David a adkavas kement o doa kemeret an Amalekited. Adkavout a reas ivez e ziv wreg.


Ne vankas nikun dezho, na bihan na bras, na mab na merc'h, na netra eus ar preizh hag eus kement o doa kaset ganto. David a zegasas holl gantañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos