Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 30:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 hag e lavaras d'an aberzhour Abiatar mab Akimelek: Degas din an efod mar plij. Abiatar a zegasas an efod da Zavid.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 30:7
8 Referencias Cruzadas  

Goude-se ar roue a lavaras d'an aberzhour Abiatar: Kae da Anatod, war da zouaroù, rak ez out dellezek eus ar marv, koulskoude ne lakain ket ac'hanout d'ar marv hiziv, rak douget ec'h eus arc'h an Aotrou AOTROU dirak David va zad, hag ec'h eus bet perzh en holl c’hlac’haroù va zad.


Ober a raint an efod gant aour, limestra, tane, ruz-moug ha lin fin plañsonet, evel un oberenn arzour.


penaos ez eas e ti Doue, en amzer Abiazar ar beleg-meur, hag e tebras baraoù a ginnig, petra bennak na c’helle o debriñ nemet ar veleien hepken, hag e roas lod ivez d’ar re a oa gantañ?


Hag e c'houlennatajont c'hoazh an AOTROU: Ha deuet eo amañ c'hoazh un den? An AOTROU a lavaras: Setu-eñ kuzhet e-touez ar pakadoù.


Saül a lavaras da Akija: Tosta arc'h Doue, rak arc'h Doue a oa en deiz-se gant mibien Israel.


Hag e-pad ma komze Saül ouzh an aberzhour, ar mesk a oa e kamp ar Filistined a yae war-gresk muioc'h-muiañ, ha Saül a lavaras d'an aberzhour: Tenn da zorn!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos