9 David a yeas eta gant ar c'hwec'h kant den a oa gantañ, hag ec'h errujont betek froud Besor, e-lec'h ma chomas ar re a vane war-lerc'h.
E holl servijerien a gerzhe en e gichen, hag an holl Geretiz, an holl Beletiz hag an holl C'hettiz, c'hwec'h kant den deuet eus Gad war e lerc'h, a gerzhe dirak ar roue.
David a reas pignat ivez d'an dud a oa gantañ, pep hini gant e diegezh, hag e chomjont e kêrioù Hebron.
David a savas eta, hag e tremenas, gant ar c'hwec'h kant den a oa gantañ, da gavout Akish mab Maok, roue Gad.
Evel-se David ha pevar c'hant den a gendalc'has, ha daou c'hant a chomas, re skuizh evit treuziñ ar froud Besor.