Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 30:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Evel-se David ha pevar c'hant den a gendalc'has, ha daou c'hant a chomas, re skuizh evit treuziñ ar froud Besor.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 30:10
7 Referencias Cruzadas  

Ar grennarded en em skuizh hag en em faezh, an dud yaouank a vrañsell hag a gouezh,


Saül hag an holl bobl a oa gantañ a voe dastumet, hag ez ejont betek lec'h an emgann, ha setu, ar Filistined o doa tennet ar c'hleze an eil a-enep egile, en ur spontadeg bras-meurbet.


Kannañ a rejont en deiz-se ar Filistined adalek Mikmash betek Ajalon, hag ar bobl a voe gwall skuizh.


Kavout a rejont er parkeier un den Ejipsian, a zegasjont da Zavid, hag e rojont dezhañ bara, hag e tebras. Hag e rojont dezhañ dour da evañ.


Neuze David a zeuas da gavout an daou c'hant den a oa bet re skuizh evit heuliañ David, hag en doa lakaet da chom e froud Besor. Hag e teujont en arbenn da Zavid ha d'ar bobl a oa gantañ. David a dostaas outo, hag e saludas anezho.


David a yeas eta gant ar c'hwec'h kant den a oa gantañ, hag ec'h errujont betek froud Besor, e-lec'h ma chomas ar re a vane war-lerc'h.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos