Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 5:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

23 David a c'houlennatas an AOTROU, hag an AOTROU a lavaras: Ne bigni ket, kae a-dreñv dezho, hag ec'h errui warno a-dal d'ar mouarennoù

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 5:23
10 Referencias Cruzadas  

Goude-se e c'houlennas David kuzul digant an AOTROU o lavarout: Ha pignat a rin da unan eus kêrioù Juda? An AOTROU a respontas dezhañ: Pign! David a lavaras: Da belec'h e pignin? Hag e respontas: Da Hebron.


David a c'houlennatas an AOTROU o lavarout: Ha pignat a rin a-enep ar Filistined, hag o lakaat a ri etre va daouarn? Hag an AOTROU a lavaras da Zavid: Pign, a-dra-sur e lakain ar Filistined etre da zaouarn.


David a c'houlennatas c'hoazh Doue, ha Doue a lavaras: Na bign ket war o lerc'h, kae hebiou dezho, hag e teui a-enep dezho a-dal d'ar mouarennoù.


Ober a ri da Ai ha d'e roue evel ma ec'h eus graet da Jeriko ha d'e roue, nemet e kemerot evidoc'h ar preizh hag al loened. Laka ur ged ouzh kêr, en a-dreñv.


Neuze e savot eus ar ged hag e kemerot kêr. He lakaat a raio an AOTROU ho Toue etre ho taouarn.


Daoust hag em eus kroget hiziv da c'houlenn kuzul digant Doue evitañ? Pell diouzhin! Ra ne lakaio ar roue netra war da servijer na war holl di va zad, rak ne ouie da servijer tra ebet a gement-se, na bihan na bras.


David a c'houlennas kuzul digant an AOTROU o lavarout: Ha mont a rin, ha skeiñ a rin war ar Filistined-se? An AOTROU a respontas da Zavid: Kae, sko war ar Filistined-se, ha dieub Keila.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos