Rak an AOTROU en doa lakaet da glevout e kamp ar Siriz un trouz kirri hag un trouz kezeg, trouz un arme vras, e doare m'o deus lavaret an eil d'egile: Setu, roue Israel en deus paeet rouaned an Hitited ha rouaned an Ejipsianed da zont a-enep deomp.
Pa glevi trouz kammedoù war-lein ar mouarennoù, neuze ez i d'an emgann en o enep, rak Doue a vo aet er-maez dirazout evit skeiñ war gamp ar Filistined.
Debora a lavaras da Varak: Sav, rak setu an deiz m'en deus an AOTROU lakaet Sisera etre da zaouarn. An AOTROU, ha ne gerzh ket dirazout? Ha Barak a ziskennas eus Menez Tabor, gant dek mil den war e lerc'h.
P'en doe klevet Gedeon displegadur an huñvre hag e ster, e stouas hag e tistroas da gamp Israel, hag e lavaras: Savit, rak an AOTROU en deus lakaet kamp Madian en ho torn.