Goude-se e c'houlennas David kuzul digant an AOTROU o lavarout: Ha pignat a rin da unan eus kêrioù Juda? An AOTROU a respontas dezhañ: Pign! David a lavaras: Da belec'h e pignin? Hag e respontas: Da Hebron.
David a c'houlennatas an AOTROU o lavarout: Ha pignat a rin a-enep ar Filistined, hag o lakaat a ri etre va daouarn? Hag an AOTROU a lavaras da Zavid: Pign, a-dra-sur e lakain ar Filistined etre da zaouarn.
Eno, e-tal ar stêr Ahava, ec'h embannis ur yun evit en em izelaat dirak hon Doue, o pediñ anezhañ da reiñ deomp ur veaj eürus, evidomp, evit hor bugale hag evit hor holl vadoù.
Hag e lakai war gwisk-bruched ar varn an Urim hag an Tummim, hag e vint war galon Aaron pa'z aio dirak an AOTROU . Hag e tougo Aaron barn mibien Israel war e galon dirak an AOTROU , dalc'hmat.
Hag en em zalc'ho dirak Eleazar an aberzhour, a c'houlennataio evitañ barnedigezh an Urim dirak an AOTROU. War e c'hourc'hemenn ez aint er-maez ha war e c'hourc'hemenn e teuint e-barzh, eñ hag holl vibien Israel gantañ, an holl vodadenn.
Mibien Israel a yeas hag a bignas da Vetel da c'houlenn kuzul digant Doue o lavarout: Piv ac'hanomp a bigno da gentañ evit ar brezel a-enep mibien Benjamin? Hag an AOTROU a lavaras: Juda a bigno da gentañ.
ha Fineaz mab Eleazar mab Aaron en em zalc'he dirak an AOTROU en deizioù-se. Hag e lavarjont: Hag ez in c'hoazh d'an emgann a-enep mibien Benjamin va breudeur, pe e tlean en em virout? Hag an AOTROU a lavaras: Pignit, rak warc'hoazh me o lakaio etre ho taouarn.