Ar roue a c'halvas ar C'habaoniz evit komz outo. Met ar C'habaoniz ne oant ket eus mibien Israel, un nemorant eus an Amoreaned e oant, ha mibien Israel a oa en em ereet en o c'heñver dre le. Koulskoude Saül a glaskas o lakaat da vervel en abeg d'e c'hred evit mibien Israel ha Juda.
Pa glevas Adoni-Zedek roue Jeruzalem penaos en doa kemeret Jozue Ai ha penaos en doa he lakaet da verz, penaos en doa graet da Ai ha d'e roue evel m'en doa graet da Jeriko ha d'e roue, ha penaos tud Gabaon o doa graet ar peoc'h gant an Israeliz hag a oa o chom en o zouez,