Neuze, Abram o vezañ en oad a naontek vloaz ha pevar-ugent, an AOTROU en em ziskouezas da Abram hag a lavaras: Me eo an Doue holl-c'halloudek, kerzh dirak va dremm ha bez didamall.
1 Rouaned 9:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha te, mar kerzhez dirazon evel m'en deus kerzhet David da dad, gant eeunder a galon ha lealded, oc'h ober kement a c'hourc'hemennan dit, mar mirez va reolennoù ha va barnedigezhioù, |
Neuze, Abram o vezañ en oad a naontek vloaz ha pevar-ugent, an AOTROU en em ziskouezas da Abram hag a lavaras: Me eo an Doue holl-c'halloudek, kerzh dirak va dremm ha bez didamall.
Ha n'en deus ket lavaret din: Va c'hoar eo? Hi ivez, ha n'he deus ket lavaret din: Va breur eo? En eeunded va c'halon hag e digablusted va daouarn eo em eus graet kement-se.
Mar sentez ouzhin e kement a c'hourc'hemennin dit, ma kerzhez em hentoù, ma rez kement a zo reizh dirak va daoulagad, en ur virout va reolennoù ha va gourc'hemennoù evel m'en deus graet David va servijer, me a vo ganit, hag e savin dit un ti padus evel ma em eus savet unan da Zavid, hag e roin dit Israel.
En amzer kozhni Salomon, e wragez a zistroas e galon war-lerc'h doueoù all, hag e galon ne voe ket eeun e-keñver an AOTROU e Zoue, evel ma oa bet kalon David e dad.
Salomon a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, ha ned eas ket a-grenn war-lerc'h an AOTROU evel David e dad.
roget em eus rouantelezh ti David, he roet em eus dit, met n'out ket bet evel David va servijer, en deus miret va gourc'hemennoù ha kerzhet war va lerc'h a-greiz e galon, en ur ober nemet ar pezh a zo eeun dirazon.
dre m'en doa graet David ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, hag e-pad e holl vuhez ne zistroas ket eus kement en doa gourc'hemennet, nemet en afer Uri an Hitit.
Mar kerzhez war va hentoù, o virout va reolennoù ha va gourc'hemennoù evel m'en deus kerzhet warno David da dad, me a gresko da zeizioù.
Salomon a gare an AOTROU hag a gerzhe hervez reolennoù David e dad. Hag ec'h aberzhe hag e lakae da vogediñ war an uhellec'hioù hepken.
Salomon a lavaras: Diskouezet ec'h eus ur vadelezh vras e-keñver da servijer David va zad, dre m'en deus kerzhet dirazout er fealded, er reizhder hag en eeunder a galon ez keñver. Miret ec'h eus dezhañ ar vadelezh vras-se, ha roet dezhañ ur mab a zo azezet war e dron, evel hiziv.
Diwar-benn an ti-se ac'h eus savet, mar kerzhez em reolennoù, ma rez diouzh va barnedigezhioù, ma virez va holl c'hourc'hemennoù evit kerzhout enno, e sevenin ez keñver ar gomz am eus lavaret da Zavid da dad,
Bremañ eta, AOTROU Doue Israel, dalc'h e-keñver da servijer David d'ar pezh az poa prometet dezhañ, o lavarout: Ne vanki ket da gavout ur warlerc'hiad dirazon azezet war dron Israel, gant ma lakaio da vibien evezh d'o hent, evit kerzhout dirazon evel ma ec'h eus kerzhet dirazon.
hag e lavaras: O AOTROU, az pez soñj em eus kerzhet dirak da zremm gant fealded hag eeunded a galon, hag em eus graet ar pezh a zo dereat da'z taoulagad! Hag Ezekiaz a skuilhas daeroù e-leizh.
Rak klask a reas Doue e dad, hag e kerzhas en e c'hourc'hemennoù, ha nann hervez ar pezh a rae Israel.
Teurel a rin evezh ouzh hent an eeunder. Pegoulz e teui da'm c'havout? Kerzhout a rin en eeunder va c'halon e-barzh va zi.
An hini a gerzh en eeunder hag a vir ar reizhder, an hini a lavar ar wirionez evel ma emañ en e galon,
Salm David. Ro va gwir din, o AOTROU, rak kerzhout a ran er wirionez, va fiziañs a lakaan en AOTROU, ne vrañsellan ket.
An hini a gerzh en eeunder a ya e surentez, met an hini a falla e hentoù a vo dizoloet.
An hini a gerzh en eeunder a vo salvet, met an hini a zistro dioutañ evit heuliañ daou hent a gouezho en unan anezho.
a gerzh hervez va reolennoù hag a vir va barnedigezhioù evit ober hervez ar wirionez, an den-se a zo reizh, a-dra-sur e vevo, eme an Aotrou AOTROU.
Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Mar kerzhez em hentoù ha mar mirez ar pezh a fell din e vefe miret, e varni va zi hag e tiwalli va leurioù, hag e roin dit digor frank e-touez ar re-se en em zalc'h amañ.
Reizh e oant o-daou dirak Doue, hag ec’h heulient holl c’hourc’hemennoù hag urzhioù an Aotrou en un doare divlam.
Mar sentez ouzh mouezh an AOTROU da Zoue, en ur virout e holl c'hourc'hemennoù a gemennan dit hiziv hag en ur ober diouto, an AOTROU da Zoue a lakaio ac'hanout dreist holl bobloù an douar.