Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 3:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Mar kerzhez war va hentoù, o virout va reolennoù ha va gourc'hemennoù evel m'en deus kerzhet warno David da dad, me a gresko da zeizioù.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 3:14
25 Referencias Cruzadas  

Koulskoude ne lamin netra eus ar rouantelezh diouzh e zorn, rak e-keit ha ma vevo e kendalc'hin anezhañ evel priñs, abalamour da Zavid va servijer am eus dibabet hag en deus miret va gourc'hemennoù ha va reolennoù.


dre m'en doa graet David ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, hag e-pad e holl vuhez ne zistroas ket eus kement en doa gourc'hemennet, nemet en afer Uri an Hitit.


Salomon a gare an AOTROU hag a gerzhe hervez reolennoù David e dad. Hag ec'h aberzhe hag e lakae da vogediñ war an uhellec'hioù hepken.


Salomon a lavaras: Diskouezet ec'h eus ur vadelezh vras e-keñver da servijer David va zad, dre m'en deus kerzhet dirazout er fealded, er reizhder hag en eeunder a galon ez keñver. Miret ec'h eus dezhañ ar vadelezh vras-se, ha roet dezhañ ur mab a zo azezet war e dron, evel hiziv.


Ha me a startaio e rouantelezh da viken, ma en em stag d'ober hervez va gourc'hemennoù ha va barnedigezhioù evel hiziv.


Ha te, Salomon va mab, anavez Doue da dad, servij-eñ gant ur galon eeun hag un ene youlus, rak an AOTROU a furch an holl galonoù hag a anavez pep mennad eus ar soñjoù. Mar klaskez anezhañ, e vo kavet ganit, met mar dilez anezhañ, ez taolo kuit da viken.


Ober a reas ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, evel m'en doa graet David e dad.


Ober a reas ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, o kerzhout war hent David e dad, hep distreiñ nag a-zehou nag a-gleiz.


Mar vir da vibien va emglev ha va zestenioù a zeskin dezho, o mibien ivez, da viken, a vo azezet war da dron.


Diaraoget ec'h eus anezhañ gant bennozhioù mat, lakaet ec'h eus war e benn ur gurunenn aour fin.


Goulenn a rae ouzhit ar vuhez, hag he roet ec'h eus dezhañ, ur pad hir a zeizioù, dalc'hmat ha da viken.


E leuniañ a rin a zeizioù hir, hag e tiskouezin dezhañ va dieubidigezh.


Deizioù hir a zo en he zu dehou, pinvidigezhioù ha gloar en he zu kleiz.


rak deizioù hir ha bloavezhioù a vuhez, ha peoc'h ivez a zegasint dit.


Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Mar kerzhez em hentoù ha mar mirez ar pezh a fell din e vefe miret, e varni va zi hag e tiwalli va leurioù, hag e roin dit digor frank e-touez ar re-se en em zalc'h amañ.


O vezañ e gaset kuit, e savas dezho David evit roue, hag e roas an testeni-mañ dezhañ: Kavet em eus David mab Jese, den hervez va c’halon, hag e peurc’hraio va holl volontez.


Ur maen peurvat ha leal az po, un efa peurvat ha leal az po, evit ma vo hiraet da zeizioù war an douar a ro dit an AOTROU da Zoue.


Enor da dad ha da vamm, evel m'en deus gourc'hemennet dit an AOTROU da Zoue, evit ma vo hiraet da zeizioù ha ma vi eürus war an douar a ro dit an AOTROU da Zoue.


Kerzhout a reot en holl hent en deus gourc'hemennet an AOTROU ho Toue, evit ma vevot, ma vint eürus ha ma vo hiraet ho teizioù war an douar a berc'hennot.


rak embreg ar c’horf a zo mat da nebeut a dra, met doujañs-Doue a zo talvoudek d’an holl draoù, o kaout ar bromesa eus ar vuhez a-vremañ hag eus an hini da zont.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos