1 Rouaned 9:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
5 e startain tron da rouantelezh war Israel da viken, evel ma em eus disklêriet da Zavid da dad, o lavarout: Ne vanki ket da gavout ur warlerc'hiad war dron Israel.
hag evit ma seveno an AOTROU ar gomz en deus disklêriet din o lavarout: Ma laka da vibien evezh d'o hent, evit kerzhout dirazon er wirionez, a-greiz o holl galon hag o holl ene, ne vanki ket da gavout ur warlerc'hiad azezet war dron Israel.
Diwar-benn an ti-se ac'h eus savet, mar kerzhez em reolennoù, ma rez diouzh va barnedigezhioù, ma virez va holl c'hourc'hemennoù evit kerzhout enno, e sevenin ez keñver ar gomz am eus lavaret da Zavid da dad,
Hag e lavaras: Benniget ra vo an AOTROU Doue Israel, en deus komzet gant e c'henou ouzh David va zad, hag en deus sevenet gant e zorn ar pezh en doa lavaret evel-henn:
An AOTROU en deus sevenet e gomz en doa disklêriet. Deuet on war-lerc'h David va zad, hag azezet on war dron Israel, evel m'en doa lavaret an AOTROU, ha savet em eus an ti-mañ da anv an AOTROU Doue Israel.