Dorn an AOTROU a voe war Elia, a c'hourizas e zivgroazell hag a redas dirak Akab betek mont-tre Jizreel.
1 Rouaned 4:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Baana mab Akilud en doa Taanak ha Megiddo, hag holl vro Bet-Shean a zo etrezek Zartan, dindan Jizreel, adalek Bet-Shean betek Abel-Mehola ha betek an tu all da Jokmeam; |
Dorn an AOTROU a voe war Elia, a c'hourizas e zivgroazell hag a redas dirak Akab betek mont-tre Jizreel.
Oleviñ a ri ivez Jehu mab Nimshi da roue war Israel, hag Elizea mab Shafad, eus Abel-Mehola, da brofed ez lec'h.
Ar roue a lakaas da deuziñ anezho e plaenenn ar Jordan, er poull-pri etre Sukkod ha Zartan.
Manase en doa en Isakar hag en Aser: Bet-Shean gant he c'hêrioù, Jibleam gant he c'hêrioù, annezidi Dor gant he c'hêrioù, annezidi En-Dor gant he c'hêrioù, annezidi Taanak gant he c'hêrioù, annezidi Megiddo gant he c'hêrioù, tri c'horn-bro.
an doureier a ziskenne eus krec'h a chomas a-sav, en ur bern, pell bras, tost da gêr Adam a zo eus tu Zartan, hag a re a ziskenne war-zu mor ar blaenenn, Mor an Holen, a voe troc'het holl. Hag ar bobl a dremenas a-dal da Jeriko.
Ar rouaned a zo deuet hag o deus brezelet. Rouaned Kanaan o deus brezelet e Taanak, e-kichen doureier Megiddo, met n'o deus degaset ganto na preizh na arc'hant.
An tri c'hant den a sonas c'hoazh gant ar shofaroù, hag an AOTROU a droas pep hini a-enep e genseurt, dre an holl gamp. Tud ar c'hamp a dec'has betek Bet-Shitta, betek Zerera, betek ribl Abel-Mehola ha betek Tabbad.
Hag er mare ma tleed reiñ Merab merc'h Saül da Zavid, e voe roet da Adriel eus Mehola da wreg.
hag holl dud kadarn a savas hag a gerzhas e-pad an noz. Kemer a rejont korf Saül ha korfoù e vibien diouzh moger Bet-Shan, hag e tistrojont da Jabez, e-lec'h ma tevjont anezho.