Baana mab Akilud en doa Taanak ha Megiddo, hag holl vro Bet-Shean a zo etrezek Zartan, dindan Jizreel, adalek Bet-Shean betek Abel-Mehola ha betek an tu all da Jokmeam;
hag en draonienn, Bet-Haram, Bet-Nimra, Sukkod, Zafon, nemorant rouantelezh Sihon roue Hesbon, ar Jordan a oa an harz betek penn Mor Kinnered en tu all d'ar Jordan, war-zu ar sav-heol.
an doureier a ziskenne eus krec'h a chomas a-sav, en ur bern, pell bras, tost da gêr Adam a zo eus tu Zartan, hag a re a ziskenne war-zu mor ar blaenenn, Mor an Holen, a voe troc'het holl. Hag ar bobl a dremenas a-dal da Jeriko.