1 Rouaned 3:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Salomon a zeuas e kerentiezh Faraon roue an Ejipt. Kemer a reas merc'h Faraon da wreg, hag e tegasas anezhi da gêr David, ken n'en doe echu da sevel e di ha ti an AOTROU, kenkoulz hag ar voger en-dro da Jeruzalem. |
Ar roue Salomon a garas kalz a vaouezed estren, ouzhpenn merc'h Faraon, Moabadezed, Ammonadezed, Edomadezed, Sidonadezed, Hititezed,
Salomon a savas an ti d'an AOTROU pevar c'hant pevar-ugent vloaz goude ma voe mibien Israel aet kuit eus bro Ejipt, er pevare bloaz eus ren Salomon war Israel, da viz Ziv, a zo an eil miz.
Heñvel ouzh ar savadur-se e oa e di, ma oa o chom ennañ, ul leurenn e oa e-barzh ar porched. Ha Salomon a reas da verc'h Faraon a oa dimezet gantañ, un ti heñvel ouzh ar porched-se.
Pa echuas Salomon sevel ti an AOTROU ha ti ar roue, ha kement tra en doa Salomon c'hoant d'ober hag a blije dezhañ,
Jozafad en doe pinvidigezhioù ha gloar e-leizh, hag en em unanas dre zimeziñ gant Akab.
Salomon a lakaas da bignat merc'h Faraon eus kêr David d'an ti en doa savet eviti, rak lavarout a reas: Va gwreg ne vo ket o chom e ti David roue Israel, rak al lec'hioù ma'z eo aet ennañ arc'h an AOTROU a zo santel.
Ha respontet o deus deomp evel-henn: Ni a zo servijerien Doue an neñvoù hag an douar, hag ec'h adsavomp an ti a oa bet savet gwechall pell 'zo; ur roue bras eus Israel en doa e savet hag echuet.
daoust hag e tistrofemp da derriñ da c'hourc'hemennoù ha da ober emglev gant ar pobloù euzhus-mañ? Ha ne vefes ket kounnaret a-enep deomp, betek hor c'has da get, betek na vefe restad ebet na den manet salv?