Salomon a zeuas e kerentiezh Faraon roue an Ejipt. Kemer a reas merc'h Faraon da wreg, hag e tegasas anezhi da gêr David, ken n'en doe echu da sevel e di ha ti an AOTROU, kenkoulz hag ar voger en-dro da Jeruzalem.
Sevel a reas ivez ti koad al Liban, en doa kant ilinad hirder, hanter-kant ilinad ledander, tregont ilinad uhelder, war beder renkad peulioù sedrez, gant treustoù sedrez war ar peulioù.
Evel-se e voe echuet an holl labour a reas ar roue Salomon evit ti an AOTROU. Goude-se, e tegasas ar pezh a oa bet gouestlet gant David e dad: an arc'hant, an aour hag an holl listri, a lakaas e teñzorioù ti an AOTROU.
D'an eizhvet deiz e kasas ar bobl kuit. Hag e vennigjont ar roue, hag ez ejont d'o zeltennoù, laouen ha seder en o c'halonoù, en abeg d'ar vad en doa graet an AOTROU da Zavid e servijer ha da Israel e bobl.
Hiram roue Tir en doa roet da Salomon koad sedrez, koad siprez hag aour, kement hag en doa c'hoant. Ar roue Salomon a roas da Hiram ugent kêr e bro C'halilea.
an holl gêrioù a servije da diez-dastum en doa Salomon, an holl gêrioù evit ar c'hirri, ar c'hêrioù evit e varc'hegerien, ha kement a c'hoantae Salomon sevel e Jeruzalem, el Liban, hag en holl vro dindan e vestroni.
ha Baalad, hag an holl gêrioù a servije da diez-dastum en doa Salomon, an holl gêrioù evit ar c'hirri, ar c'hêrioù evit e varc'hegerien, ha kement a c'hoantae Salomon sevel e Jeruzalem, el Liban, hag en holl vro dindan e vestroni.
Da ziwezhañ, eus kement o deus c'hoantaet va daoulagad ne'm eus nac'het netra; ne'm eus dalc'het levenez ebet ouzh va c'halon, rak va c'halon a zo bet laouen gant va holl labour, ar pezh a zo bet va lodenn eus va holl labour.