46 Ar roue Salomon a roas urzh da Venaja mab Jehojada, a yeas hag a skoas warnañ, hag e varvas. Hag ar rouantelezh a voe startaet etre daouarn Salomon.
Ha Salomon a azezas war dron David e dad, hag e ren a voe startaet mat.
Ar roue Salomon a roas urzh da Venaja mab Jehojada, a skoas warnañ, hag e varvas.
Benaja mab Jehojada a bignas eta, hag a skoas warnañ hag en lazhas. Sebeliet e voe en e di er gouelec'h.
Met ar roue Salomon a vo benniget, ha tron David a vo startaet dirak an AOTROU da viken.
Salomon mab David a startaas en e ren, hag an AOTROU e Zoue a voe gantañ hag a savas anezhañ uhel-meurbet.
lam an den fall a-zirak ar roue, hag e vo e dron startaet dre ar reizhder.
Ar roue a starta ar vro dre ar reizhder, met an hini a gar an donezonoù he distruj.