Pa voe tremenet ar c'hañv, David a gasas d'he c'hemer en e di, hag e voe e wreg, hag e c'hanas dezhañ ur mab. Met ar pezh en doa graet David a zisplijas d'an AOTROU.
1 Rouaned 11:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag an AOTROU a gounnaras a-enep Salomon, dre m'en doa distroet e galon diouzh an AOTROU Doue Israel, a oa en em ziskouezet dezhañ div wech, |
Pa voe tremenet ar c'hañv, David a gasas d'he c'hemer en e di, hag e voe e wreg, hag e c'hanas dezhañ ur mab. Met ar pezh en doa graet David a zisplijas d'an AOTROU.
Kounnar an AOTROU a entanas a-enep Uzza, ha Doue a skoas gantañ en abeg d'e vank. Hag e varvas eno, tost ouzh arc'h Doue.
Kement-se e reas evit e holl wragez estren, a lakae da vogediñ hag a aberzhe d'o doueoù.
E Gabaon, an AOTROU en em ziskouezas en un huñvre da Salomon e-pad an noz, ha Doue a lavaras dezhañ: Goulenn ar pezh a roin dit.
an AOTROU en em ziskouezas dezhañ evit an eil gwech, evel ma oa en em ziskouezet dezhañ e Gabaon.
Fulor an AOTROU en em danas a-enep Moizez, hag e lavaras: Aaron al Leviad, ha n'eo ket da vreur? Gouzout a ran e komzo aezet. Ha zoken setu-eñ amañ o tont da'z tiaraogiñ, ha pa welo ac'hanout, e laouenaio en e galon.
Met an AOTROU a fuloras a-enep din en abeg deoc'h, ne selaouas ket ouzhin. An AOTROU a lavaras din: A-walc'h eo! Na gomz ken ouzhin eus an afer-se!
rak distreiñ a rafent da vab diwar va lerc'h evit servijañ doueoù all, hag en em danfe a-enep deoc'h fulor an AOTROU, a zistrujfe ac'hanout buan.
An AOTROU a oa kounnaret a-enep Aaron ivez, hag e felle dezhañ e lakaat d'ar marv. Pedet em eus evit Aaron ivez en amzer-se.
Kounnaret hoc'h eus ivez an AOTROU en Horeb, hag an AOTROU a fuloras a-enep deoc'h, gant ar soñj d'ho tistrujañ.
rak Demaz en deus dilezet ac’hanon o vezañ karet ar c’hantved-mañ hag a zo aet da Desalonike, Kreseñs a zo aet e Galatia, Tit e Dalmatia.
Keuz am eus da vezañ lakaet Saül da roue, rak va dilezet en deus, ha n'en deus ket miret va c'homzoù. Samuel a voe glac'haret bras a gement-se, hag e krias d'an AOTROU e-pad an noz.