Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 11:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

27 Pa voe tremenet ar c'hañv, David a gasas d'he c'hemer en e di, hag e voe e wreg, hag e c'hanas dezhañ ur mab. Met ar pezh en doa graet David a zisplijas d'an AOTROU.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 11:27
16 Referencias Cruzadas  

Ar pezh a rae a zisplije d'an AOTROU hag e lakaas anezhañ da vervel ivez.


Perak eta ec'h eus disprizet komz an AOTROU, en ur ober ar pezh a zisplij dezhañ? Skoet ec'h eus gant ar c'hleze Uri an Hitit, kemeret ec'h eus e wreg evit ober anezhi da wreg, e lazhet ec'h eus dre gleze mibien Ammon.


Mar lavar evel-henn: Ne gavan ket a blijadur ennout! Setu-me amañ, e raio ouzhin ar pezh a fello dezhañ.


Evel-se, pa glevas Akab e oa marv Nabod, e savas evit diskenn da winienn Nabod eus Jizreel, hag evit he ferc'hennañ.


Akab a lavaras da Elia: Ha va c'havet ec'h eus, va enebour? Hag e respontas: Da gavet em eus, dre ma'z out en em werzhet evit ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU.


Fall e voe an afer-se dirak Doue, hag e skoas war Israel.


An dud lorc'hus ne zalc'hont ket dirak da zaoulagad; kasaat a rez an holl vicherourien a zireizhder.


Evel-se eo evit an hini a ya etrezek gwreg e nesañ, piv bennak a stok outi ne vo ket didamall.


Gwalleur d'ar re a guzh don o c'hoantoù diouzh an AOTROU, d'ar re a ra o labour en deñvalijenn, hag a lavar: Piv hor gwel? Piv hon anavez?


pa reer gaou d'un den en e afer, an Aotrou n'asant ket.


Jese a voe tad d’ar roue David. Ar roue David a voe tad da Salomon, eus an hini a oa bet gwreg da Uri.


an den en devo kousket ganti a roio da dad ar plac'h yaouank hanter-kant sikl arc'hant, hag e vo e wreg, dre m'en devo he dismegañset, ha ne c'hello ket he c'has kuit e-keit ha ma vevo.


Ra vo an dimeziñ enoret gant an holl hag ar gwele hep hudurnez, rak Doue a varno ar c’hadaled hag an avoultrerien.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos