Dre ma ne oac'h ket aze ar wech kentañ, an AOTROU hon Doue a reas un toull-freuz en hon touez, rak n'hon eus ket e glasket hervez ma'z eo urzhiet deomp.
Pa'z aio kuit an tabernakl, al Levited a zisavo anezhañ, ha pa gampo an tabernakl, al Levited a savo anezhañ. Mar tosta outañ un diavaeziad, e vo lakaet d'ar marv.
Goude m'o devo echuet Aaron hag e vibien da c’holeiñ ar santual ha traoù ar santual, pa'z aio ar c'hamp kuit, mibien Kehad a zeuio evit o dougen. Met ne stokint ket ouzh an traoù santel gant aon na varvfent. Setu karg mibien Kehad e-keñver teltenn an engalv.
Hogen an AOTROU a skoas war dud Bet-Shemesh, dre m'o doa sellet ouzh arc'h an AOTROU . Hag e skoas e-touez ar bobl war hanter-kant mil dek den ha tri-ugent. Ar bobl a reas kañv, dre m'en doa skoet an AOTROU warno gant ur gouli bras.