8 Ha David a voe glac'haret, rak an AOTROU en doa graet un toull-freuz war Uzza. Hag eo bet anvet betek hiziv al lec'h-se: Perez-Uzza.
Kounnar an AOTROU a entanas a-enep Uzza, ha Doue a skoas gantañ en abeg d'e vank. Hag e varvas eno, tost ouzh arc'h Doue.
David en doe aon rak an AOTROU en deiz-se, hag e lavaras: Penaos e teuio arc'h an AOTROU da'm zi?
Dre ma ne oac'h ket aze ar wech kentañ, an AOTROU hon Doue a reas un toull-freuz en hon touez, rak n'hon eus ket e glasket hervez ma'z eo urzhiet deomp.
Displijet kalz eo bet Jonaz gant kement-se, hag ez eas droug ennañ.
Ha Doue a lavaras da Jonaz: Hag e rez mat o fuloriñ abalamour d'ar risin? Hag e respontas: Ober a ran mat o fuloriñ betek ar marv.