Goude-se Absalom a bourvezas kirri ha kezeg; hag en doa hanter-kant den a rede a-raok dezhañ.
1 Rouaned 1:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Adonija mab Hagid en em uhelaas o lavarout: Me a reno! Hag e pourvezas kirri, marc'hegerien hag hanter-kant den a rede a-raok dezhañ. |
Goude-se Absalom a bourvezas kirri ha kezeg; hag en doa hanter-kant den a rede a-raok dezhañ.
Neuze e komzas Natan ouzh Bat-Sheba mamm Salomon, o lavarout: Ha ne'c'h eus ket klevet e ren Adonija mab Hagid? Hag hon aotrou, David, ne oar netra a gement-se.
Ar plac'h yaouank a oa kaer-meurbet, hag e reas war-dro ar roue hag en servijas, met ar roue n'hec'h anavezas ket.
Adonija mab Hagid a zeuas da gavout Bat-Sheba mamm Salomon. Hi a lavaras: Ha dont a rez evit ar peoc'h? Hag e respontas: Evit ar peoc'h.
Hag e lavaras: Gouzout a rez e oa ar rouantelezh din, hag e c'hortoze holl Israel ma renfen. Met distroet eo ar rouantelezh ha degouezhet da'm breur, rak an AOTROU en deus he roet dezhañ.
Ha bremañ, bev eo an AOTROU en deus va lakaet da azezañ war dron David va zad, hag en deus graet din un ti, evel m'en doa lavaret! A-dra-sur Adonija a vo lakaet d'ar marv hiziv.
Hag a-douez va holl vibien, rak an AOTROU en deus roet din kalz mibien, dibabet en deus va mab Salomon, evit e lakaat da azezañ war dron rouantelezh an AOTROU war Israel.
Hag ar roue David a lavaras d'an holl vodadeg: Va mab Salomon, an hini hepken dibabet gant Doue, a zo yaouank ha tener, hag al labour a zo bras, rak ar palez n'eo ket evit un den, met evit an AOTROU Doue.
O bro a zo leun a arc'hant hag a aour, ha n'eus diwezh ebet d'he zeñzorioù. O bro a zo leun a gezeg, ha n'eus diwezh ebet d'he c'hirri.
Me a lavar deoc’h, hemañ a zistroas reishaet d’e di kentoc’h eget egile. Rak piv bennak en em uhela a vo izelaet, hag an hini en em izela a vo uhelaet.
Mar plij, roit da anavezout ar c'homzoù-mañ da holl bennoù Sichem: Petra a zo gwelloc'h evidoc'h, e renfe warnoc'h dek den ha tri-ugent, holl vibien Jerubbaal, pe e renfe warnoc'h un den hepken? Ho pet soñj ez on hoc'h askorn hag ho kig.