Bez' e oa e bro Uz un den anvet Job. An den-se a oa gwirion hag eeun, a zouje Doue hag a zistroe diouzh an droug.
1 Pêr 3:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned ra droio e gein d’an droug evit ober ar mad, ra glasko ar peoc’h ha ra heulio anezhi, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) ra zeuio da drei kein d’an droug, ha da ober ar mad, da glask ar peoc’h, ha da heuil anezhan. |
Bez' e oa e bro Uz un den anvet Job. An den-se a oa gwirion hag eeun, a zouje Doue hag a zistroe diouzh an droug.
An AOTROU a lavaras da Satan: Hag ec'h eus taolet evezh ouzh va servijer Job? N'eus ket eveltañ war an douar, un den gwirion hag eeun, a zouj Doue hag a zistro diouzh an droug. Derc'hel a ra c'hoazh start en e eeunder, petra bennak ma ec'h eus va atizet d'e zistrujañ hep abeg.
Hag e lavaras d'an den: Setu, doujañs an Aotrou eo ar furnez, distreiñ diouzh an droug eo ar poell.
Hent an dud eeun eo distreiñ diouzh an droug, hag an hini a laka evezh ouzh e hent a vir e ene.
Dre an drugarez hag ar wirionez an direizhder a vo pardonet, ha dre zoujañs an AOTROU e tistroer diouzh an droug.
evit ma viot bugale ho Tad a zo en neñvoù. Rak eñ a ra d’e heol sevel war ar re fall ha war ar re vat, hag a laka ar glav da gouezhañ war ar re reizh ha war ar re zireizh.
ha n’hon lez ket da gouezhañ en temptadur, met hon diwall diouzh an droug, rak dit eo ar ren, ar galloud hag ar gloar da viken. Amen.
Rak c’hwi ho po atav peorien ganeoc’h ha bep gwech ma c’hoantaot e c’hellot ober vat dezho, met n’ho po ket atav ac’hanon.
evit sklêrijennañ ar re a zo azezet en deñvalijenn hag e skeud ar marv hag evit ren hor c’hammedoù en hent ar peoc’h.
Met karit hoc’h enebourien, grit vad ha prestit hep gortoz netra, hag ho kopr a vo bras, ha c’hwi a vo mibien an Uhel-Meurbet, abalamour ma’z eo mat e-keñver ar re zizanaoudek hag ar re fall.
Ha Jezuz a lavaras dezho eta: Un dra a c’houlennin ouzhoc’h: Hag aotreet eo, d’an deiz sabad, ober vad pe droug, saveteiñ un den pe e lezel da goll?
rak rouantelezh Doue n’emañ ket an debriñ pe an evañ, met reizhder, peoc’h ha levenez er Spered-Santel.
O vezañ eta reishaet dre ar feiz, hon eus ar peoc’h gant Doue dre hon Aotrou Jezuz-Krist,
Met frouezh ar Spered a zo karantez, levenez, peoc’h, pasianted, madelezh, hegarated, feiz,
Dre-se, e-pad ma hon eus al lec’h, greomp ar mad e-keñver an holl ha dreist-holl e-keñver ar re a zo eus tiegezh ar feiz.
Ha ra reno peoc’h Doue en ho kalonoù, galvet oc’h bet dezhañ evit bezañ ur c’horf hepken, ha bezit anaoudek.
Ha n’ankounac’hait ober vad ha reiñ lod eus ho madoù, rak Doue a gemer plijadur en un hevelep aberzh.
rak daoulagad an Aotrou a zo war ar re reizh hag e zivskouarn a zo evezhius d’o fedennoù, met dremm an Aotrou a zo a-enep ar re a ra an droug.
Karet-mat, kemer skouer eus ar mad nann eus an droug. An hini a ra ar mad a zo eus Doue, met an hini a ra an droug n’en deus ket gwelet Doue.