Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 7:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 Kavout a ran eta al lezenn-mañ: pa fell din ober ar mad, an droug a zo stag ouzhin.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

21 Kavoud a ran eta enoun va‐unan al lezen‐man: pa fell d’in ober ar mad, an droug a chom stag ouzin.

Ver Capítulo Copiar




Romaned 7:21
19 Referencias Cruzadas  

Starta va c'hammedoù ez ker, ha na lez direizhder ebet da ren warnon.


Distro va daoulagad diouzh gwel an traoù didalvez, va laka da advevañ ez hentoù!


Te eta, o AOTROU, na zinac'h ket ouzhin da druez! Ra vin dalc'hmat diwallet gant da vadelezh ha da wirionez.


O te hag a glev ar bedenn! Pep krouadur a zeuio betek ennout.


Jezuz, leuniet eus ar Spered-Santel, a zistroas eus ar Jordan hag a voe kaset gant ar Spered el lec’h distro;


Jezuz a respontas dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an hini en em ro d’ar pec’hed a zo sklavour d’ar pec’hed.


Ra ne reno eta ket ar pec’hed en ho korf marvel, evit ma sentot ouzh e zroukc’hoantoù.


Rak ar pec’hed n’en devo ken galloud warnoc’h, dre ma n’emaoc’h ket dindan al lezenn met dindan ar c’hras.


met gwelout a ran ul lezenn all em izili, ul lezenn a ra brezel a-enep lezenn va c’hlevidigezh hag am dalc’h ereet ouzh lezenn ar pec’hed a zo em izili.


Trugarekaat a ran Doue, dre Jezuz-Krist hon Aotrou! Evel-se eta, me va-unan a servij lezenn Doue dre ar glevidigezh, met lezenn ar pec’hed dre ar c’hig.


Rak lezenn ar Spered a vuhez a zo e Jezuz-Krist en deus va dieubet eus lezenn ar pec’hed hag ar marv.


Dre-se eo bet ret ma teuje e pep tra heñvel ouzh e vreudeur, evit ma vije ur beleg meur trugarezus ha feal en traoù a sell ouzh Doue, evit dasprenañ pec’hedoù ar bobl,


Rak n’hon eus ket ur beleg-meur na c’hellfe ket kaout truez d’hon dinerzhded, er c’hontrol temptet eo bet eveldomp en holl draoù, met hep pec’hiñ.


o prometiñ dezho al librentez, petra bennak ma’z int o-unan sklavourien eus ar vreinadurezh, rak dont a ra pep hini da vezañ sklavour eus ar pezh a zo trec’h warnañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos