1 Pêr 1:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned O vezañ sentet ouzh ar wirionez dre ar Spered, hoc’h eus glanaet hoc’h eneoù evit kaout ur garantez a vreur didroidell. En em garit gant dalc’h an eil egile gant ur galon c’hlan, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) O veza purifiet hoc’h eneou, en eur zenti ouz ar wirionez, dre ar Spered, evit kaoud eur garantez a vreudeuriach hep hipocrizi, kendalc’hit d’en em garet an eil egile gant eur galon bur, |
n’en deus graet diforc’h ebet etre ni hag int, o vezañ glanaet o c’halonoù dre ar feiz.
Ger Doue en em skuilhe, niver an diskibien a greske kalz e Jeruzalem hag un niver bras eus ar veleien a sente ouzh ar feiz.
hon eus resevet drezañ ar c’hras hag an abostolerezh evit degas d’ar sentidigezh ouzh ar feiz en e anv an holl baganed,
met droukc’hras ha fulor d’an dabuterien, d’ar re a stourm ouzh ar wirionez hag a sent ouzh an direizhder,
Rak mar bevit hervez ar c’hig, e varvot, met mar lakait dre ar Spered oberoù ar c’horf da vervel, e vevot.
er burentez, en anaoudegezh, er basianted, en douster, er Spered-Santel, en ur garantez gwirion,
O Galated diskiant! Piv en deus ho strobinellet evit na sentfec’h ken ouzh ar wirionez, c’hwi hag a zo bet diskouezet Jezuz-Krist ken sklaer dirak ho taoulagad evel kroazstaget ennoc’h?
Pediñ a ran evit kement-mañ, evit ma kresko ho karantez muioc’h muiañ e pep anaoudegezh hag e pep skiant,
ha ra lakaio ac’hanoc’h an Aotrou da greskiñ ha da fonnañ er garantez an eil e-keñver egile hag e-keñver an holl, evel ma hon eus-ni en ho keñver,
Breudeur, ret eo deomp trugarekaat Doue dalc’hmat evidoc’h, evel ma’z eo dereat, abalamour ma kresk ho feiz muioc’h-muiañ ha ma fonn ar garantez hoc’h eus an eil e-keñver egile,
Met e tleomp trugarekaat Doue dalc’hmat abalamour deoc’h, breudeur karet-mat gant an Aotrou, dre ma en deus Doue ho tibabet abaoe ar penn-kentañ evit ar silvidigezh dre santeladur ar Spered ha dre ar feiz er wirionez.
Pedet em eus ac’hanout, en ur vont da Vakedonia, da chom en Efez evit gourc’hemenn da hiniennoù na brezegjent ket ur gelennadurezh estren
Pal ar gourc’hemenn eo ar garantez a zeu eus ur galon c’hlan, eus ur goustiañs vat hag eus ur feiz wirion.
Ra ne zisprizo den da yaouankiz, met bez ur skouer d’ar gredourien, dre ar ger, dre ar gundu, dre ar garantez, dre ar spered, dre ar feiz, dre ar c’hlanded.
Dre ar feiz Abraham, pa voe galvet, a sentas evit mont d’ar vro a dlee kaout da hêrezh hag a yeas kuit, hep anavezout pelec’h ez ae.
Bet lakaet da vezañ peurvat, eo deuet da vezañ an oberour eus ur silvidigezh peurbadus evit ar re holl a sent outañ,
Rak Doue n’eo ket direizh evit ankounac’haat hoc’h oberoù ha labour ho karantez hoc’h eus diskouezet evit e anv, o vezañ sikouret hag o sikour c’hoazh ar sent.
pegement muioc’h gwad Krist, hag a zo dre ar Spered peurbadus en em ginniget e-unan dinamm da Zoue, a c’hlanaio ho koustiañs eus an oberoù marv, evit ma servijot an Doue bev.
Setu perak, oc’h en em ziwiskañ eus pep loustoni hag eus an holl zrougiezh, degemerit gant douster ar ger a zo bet plantet ennoc’h hag a c’hell saveteiñ hoc’h eneoù.
Tostait ouzh Doue hag e tostaio ouzhoc’h. Pec’herien, naetait ho taouarn, tud a galon lodennet, glanait ho kalonoù.
dibabet hervez ragouiziegezh Doue an Tad, evit bezañ santelaet gant ar Spered, evit sentiñ ouzh Jezuz-Krist ha kaout lod e sparfadur e wad: Ra vo ar c’hras hag ar peoc’h kresket deoc’h!
En hevelep doare, gwragez, sentit ouzh hoc’h ezhec’h hoc’h-unan, evel-se mar d-eus hiniennoù na sentont ket ouzh ar ger, e vint gounezet hep ar ger dre gundu o gwragez,
ar re a oa bet gwechall diskredik, pa c’hortoze pasianted Doue en amzer Noe, e-pad ma en em c’hrae an arc’h; enni un niver bihan a eneoù, da lavarout eo eizh, a voe saveteet a-dreuz an dour.
A-hend-all, bezit holl eus un hevelep santad, truezus, oc’h en em garout evel breudeur, leun a drugarez, a volontez vat,
Rak an amzer a zeu ma tle ar varn kregiñ gant ti Doue. Ha mar krog ganeomp-ni, petra a vo diwezh ar re na sentont ket ouzh Aviel Doue?
Dreist-holl, ho pet an eil evit egile ur garantez birvidik, rak ar garantez a c’holoio un niver bras a bec’hedoù.
Kement-mañ eo an disklêriadur hoc’h eus klevet adalek ar penn-kentañ: ma en em garfemp an eil egile,
Ha kement-mañ eo e c’hourc’hemenn: ma kredimp en anv e Vab Jezuz-Krist ha ma en em garimp an eil egile, evel m’en deus gourc’hemennet deomp.
Den n’eus biskoazh gwelet Doue. Mar en em garomp an eil egile, Doue a chom ennomp hag e garantez a zo peurc’hraet ennomp.
Mar lavar unan bennak: Me a gar Doue, hag e kasa e vreur, ur gaouiad eo. Rak an hini na gar ket e vreur a wel, penaos e c’hellfe karout Doue na wel ket?
Re garet-mat, en em garomp an eil egile, rak ar garantez a zeu eus Doue, ha piv bennak a gar a zo ganet a Zoue hag a anavez Doue.