Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Pêr 2:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Enorit an holl dud, karit an holl vreudeur, doujit Doue, enorit ar roue.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

17 Rentit henor d’an holl; karit an holl breudeur; doujit Doue; henorit ar roue.

Ver Capítulo Copiar




1 Pêr 2:17
25 Referencias Cruzadas  

Abraham a respontas: Lavaret em boa ennon va-unan: N'eus ket a-dra-sur doujañs Doue el lec'h-mañ, hag e lazhint ac'hanon abalamour da'm gwreg.


Lavarout a reas: Na zoug ket da zorn war ar bugel ha na ra netra dezhañ. Rak bremañ ec'h anavezan penaos e toujez Doue, pa ne'c'h eus ket espernet da vab, da vab nemetañ.


D'an trede deiz, Jozef a lavaras: Grit kement-mañ hag e vevot. Doue a zoujan!


Ha David a lavaras d'an holl vodadeg: Bennigit an AOTROU ho Toue! Hag an holl vodadeg a vennigas an AOTROU , Doue o zadoù. Hag e plegjont hag e stoujont dirak an AOTROU ha dirak ar roue.


Penn-kentañ ar furnez eo doujañs an AOTROU. An holl re a heuilh e c'hourc'hemennoù a zo fur e gwirionez. E veuleudi a bad da viken.


Enor da dad ha da vamm evit ma vo hiraet da zeizioù war an douar a ro dit an AOTROU da Zoue.


Doujañs an AOTROU a zo penn-kentañ an anaoudegezh, met ar re ziskiant a zispriz ar furnez hag an deskadurezh.


Ra ne vo ket avius da galon ouzh ar bec'herien, met en em ro dalc'hmat da zoujañs an AOTROU.


Va mab, douj an AOTROU hag ar roue, ha na vez ket keneil an dud kemm-digemm,


Me a lavar: Mir gourc'hemenn ar roue, ha kement-se abalamour d'al le graet da Zoue.


Te a savo dirak ar blev gwenn hag a enoro dremm an den kozh, doujañ a ri da Zoue. Me eo an AOTROU.


Hag e torris va eil gwalenn, Unaniezh, evit terriñ ar vreudeuriezh etre Juda hag Israel.


Int a lavaras dezhañ: Eus Kezar. Neuze e lavaras dezho: Roit eta da Gezar ar pezh a zo da Gezar ha da Zoue ar pezh a zo da Zoue.


Dre gement-mañ ec’h anavezo an holl ez oc’h va diskibien, ma hoc’h eus karantez an eil evit egile.


E-keñver ar garantez a vreur, bezit leun a deneridigezh an eil evit egile. En em ziaraogit oc’h en em enoriñ an eil egile.


Rentit eta d’an holl ar pezh a zo dleet dezho: an tailh d’an neb eo dleet an tailh, ar gwir d’an neb eo dleet ar gwir, an doujañs d’an neb eo dleet an doujañs, an enor d’an neb eo dleet an enor.


O kaout eta hevelep promesaoù, re garet-mat, en em c’hlanaomp eus pep hudurniezh eus ar c’hig hag eus ar spered o kas da benn hor santeladur e doujañs Doue.


Plegit an eil d’egile e doujañs Doue.


Na rit netra dre dabut pe dre c’hloar aner, met ra sello pep hini ac’hanoc’h ouzh ar re all gant izelegezh, evel o vezañ a-us dezhañ e-unan.


Ra sello ar re holl a zo dindan yev ar sklaverezh o mistri evel dellezek a bep enor, evit na vo ket anv ha kelennadurezh Doue mallozhet.


Ra bado ar garantez a vreudeur.


O vezañ sentet ouzh ar wirionez dre ar Spered, hoc’h eus glanaet hoc’h eneoù evit kaout ur garantez a vreur didroidell. En em garit gant dalc’h an eil egile gant ur galon c’hlan,


Plegit eta, abalamour d’an Aotrou, da gement tra ensvet gant an dud, pe d’ar roue evel d’an hini a zo dreist ar re all,


En hevelep doare, tud yaouank, sentit ouzh an henaourien. En em wiskit a izelegezh, o plegañ holl an eil d’egile, rak: Doue a harp ouzh ar re ourgouilhus, met reiñ a ra gras d’ar re uvel.


Saül a lavaras: Pec'het em eus, met bremañ mar plij, ro enor din dirak henaourien va fobl ha dirak Israel; distro ganin, hag e stouin dirak an AOTROU da Zoue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos