Ha Jesus a iea dre an holl C’halile, o kelen en ho zinagogou, hag o prezeg aviel rouantelez Doue, hag o iac’haad kement klenved, ha kement infirmite a oa e‐touez ar bobl.
Sant Marc 6:2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha pa oe deuet deiz ar sabbat, e commansaz da gelen er sinagog; ha kalz, o klevet anezhan, a oe souezet meurbed, hag e lavarent: A be leac’h e teu an holl draou‐ze d’an den‐man? Petra eo ar furnez‐ze a zo bet roet dezhan, hag a be leac’h e c’hoarvez ma veler burzudou ker braz great dre he zaouarn? Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa zeuas ar sabad, en em lakaas da gelenn er sinagogenn. Kalz eus ar re en kleve a voe souezhet hag a lavaras: A-belec’h e teu an traoù-se d’an den-mañ? Petra eo ar furnez-se a zo bet roet dezhañ hag ar mirakloù bras en em ra dre e zaouarn? |
Ha Jesus a iea dre an holl C’halile, o kelen en ho zinagogou, hag o prezeg aviel rouantelez Doue, hag o iac’haad kement klenved, ha kement infirmite a oa e‐touez ar bobl.
Hogen pa hen devoe Jesus peur‐lavaretar c’homzou‐man, ar bobl a oe souezet gant he gelennadurez;
Hag e prezege en ho zinagogou, dre an holl C’halile, hag e kasse kuit an drouk‐sperejou.
Jesus, o veza eat kuit ac’hane, a zeuaz var bord ar Jude, a‐hed ar Jourdan; hag ar bobl en em zastumaz c’hoas var he dro, hag hervez he gustum, e kelennaz anezhe adare.
Hag e lavarent: Ha n’e ket hennes eo Jesus, mab Josef, a behini ec’h anavezomp an tad hag ar vam? Penaos eta ec’h hell lavaret: Me a zo diskennet euz an env?
Hag ar Judevien a oa souezet braz, hag a lavare: Penaos ec’h hell an den‐ze anavezoud ar Scrituriou, pa n’hen deuz biskoas ho disket?