Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Sant Lucas 2:47 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

47 Hag ar re holl a gleve anezhan, a oa souezet euz he furnez hag euz he respontchou.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

47 Kement hini a gleve anezhañ a oa souezhet eus e glevidigezh hag e respontoù.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 2:47
13 Referencias Cruzadas  

Hag o veza deuet en he vro he‐unan, e kelenne anezhe en ho zinagogou, en hevelep doare ma oant mantret, ha ma lavarent: A be leac’h e teu da he‐man ar furnez hag ar burzudou‐ze?


Hag ar bobl, o klevet kement‐se a oa souezet braz euz he gelennadurez.


Hogen pa hen devoe Jesus peur‐lavaretar c’homzou‐man, ar bobl a oe souezet gant he gelennadurez;


Hag e oant souezet gant he gelennadurez; rag ho diski a rea evel unan hag o oa otorite ganthan, ha n’e ket evel ar Scribed.


Ar Scribed ha prinsed ar veleien, o veza klevet kement‐se, a glaske penaos ec’h heljent distruja anezhan; rag aoun ho doa a‐razhan, abalamour ma oa an holl bobl en admiration euz he zoctrin.


Ha pa oe deuet deiz ar sabbat, e commansaz da gelen er sinagog; ha kalz, o klevet anezhan, a oe souezet meurbed, hag e lavarent: A be leac’h e teu an holl draou‐ze d’an den‐man? Petra eo ar furnez‐ze a zo bet roet dezhan, hag a be leac’h e c’hoarvez ma veler burzudou ker braz great dre he zaouarn?


Hag ar re holl a glevaz kement‐se, a oa souezet braz euz ar pez a lavare ar bastored dezhe.


Hag a‐ben tri devez, e kavjont anezhan en templ, azezet e‐kreiz an doctored, o selaou hag oc’h interroji anezhe.


An holl a roe testeni dezhan, hag a oa souezet euz ar c’homzou a c’hras a zeue euz he c’henou, hag e lavarent: Ha n’eo ket hennes mab Josef?


Hag e oent souezet gant he gelennadurez; rag komz a rea gant otorite.


Hag ar Judevien a oa souezet braz, hag a lavare: Penaos ec’h hell an den‐ze anavezoud ar Scrituriou, pa n’hen deuz biskoas ho disket?


Ar serjanted a respontaz: Biskoas den n’hen deuz komzet evel an den‐ze!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios