Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 1:39 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

39 Hag e prezege en ho zinagogou, dre an holl C’halile, hag e kasse kuit an drouk‐sperejou.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

39 Hag e prezege en o sinagogennoù dre an holl C’halilea hag e kase kuit an diaouled.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 1:39
10 Referencias Cruzadas  

Ha Jesus a iea dre an holl C’halile, o kelen en ho zinagogou, hag o prezeg aviel rouantelez Doue, hag o iac’haad kement klenved, ha kement infirmite a oa e‐touez ar bobl.


Ha Jesus a iea tro‐var‐dro dre an holl geariou hag ar villajennou, o kelen en ho zinagogou, hag o prezeg aviel rouantelez Doue, hag o iac’haad an holl glenvejou hag an holl infirmiteou e‐touez ar bobl.


Neuze ec’h antrejont en Capernaüm; ha Jesus, o veza eat er sinagog kerkent ha ma oa deuet deiz ar Sabbat, a gommansaz da gelen.


Hogen, bez’ e oa en ho zinagog eun den possedet gant eur spered impur, pehini a griaz, hag a lavaraz:


Hag hen a lavaraz dezhe: Deomp d’ar villajennou a zo tro‐var‐dro, evit ma prezegin ive eno; rag evit se eo ez oun deuet.


Jesus a antreaz eur vech all er sinagog, ha bez’ e oa eno eun den hag oa dizec’het he zorn.


Hag e oa souezet o velet ne gredent ket; hag ez eaz dre ar villajennou tro‐var‐dro, en eur gelen.


Ha pa oe distroet d’he zi, e kavaz e oa eat an drouk‐spered kuit, hag he merc’h gourvezet var ar gwele.


An drouk‐sperejou ive a zortie euz a veur a hini, en eur grial, hag en eur lavaret: Te eo ar C’hrist, Mab Doue; mes hen ho reprene, ha na bermete ket dezhe lavaret e ouient e oa hen ar C’hrist.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos