Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 7:15 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

15 Hag ar Judevien a oa souezet braz, hag a lavare: Penaos ec’h hell an den‐ze anavezoud ar Scrituriou, pa n’hen deuz biskoas ho disket?

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Ar Yuzevien a voe souezhet hag a lavaras: Penaos ec’h anavez an den-mañ ar Skriturioù, pa n’en deus ket o desket?

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 7:15
18 Referencias Cruzadas  

Hag o veza deuet en he vro he‐unan, e kelenne anezhe en ho zinagogou, en hevelep doare ma oant mantret, ha ma lavarent: A be leac’h e teu da he‐man ar furnez hag ar burzudou‐ze?


Pa glevjont kement‐se e oent souezet; hag o veza lezet anezhan, ec’h ejont kuit.


Hag ar bobl, o klevet kement‐se a oa souezet braz euz he gelennadurez.


Hag ar re holl a gleve anezhan, a oa souezet euz he furnez hag euz he respontchou.


An holl a roe testeni dezhan, hag a oa souezet euz ar c’homzou a c’hras a zeue euz he c’henou, hag e lavarent: Ha n’eo ket hennes mab Josef?


He‐man eo an desteni a roaz Ian, pa gassaz ar Judevien euz a Jerusalem beleien ha servicherien an templ da c’houlen diganthan: Piou oud‐te?


Ar Judevien eta a glaske anezhan e‐pad ar gouel, hag a lavare: E pe leac’h ema?


Koulskoude, den e‐bed na gomze freaz divar he ben, gant aoun rag ar Judevien.


Ar serjanted a respontaz: Biskoas den n’hen deuz komzet evel an den‐ze!


Pa oa o lavaret kement‐se evit en em difen, Festus a lavaraz gant eur vouez krenv: Kollet ec’h euz da skiant, Paol, da zeskadurez vraz a laka ac’hanoud da ziskianta.


Pa veljont hardiegez Per ha Ian, hag o c’houzoud e oant tud heb diskamant, tud a‐douez ar bobl, e oant souezet, hag ec’h anavezent e oa bet ar re‐ze gant Jesus.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos