Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Sant Ian 7:14 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

14 Var‐dro hanter ar gouel, Jesus a bignaz d’an templ, hag en em lakaz da gelen.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 War-dro hanter ar gouel, Jezuz a bignas d’an templ hag a gelennas.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 7:14
16 Referencias Cruzadas  

Ha Jesus a antreaz en templ Doue, hag e taolaz er meaz ar re holl a oa o verza, hag o prena en templ; hag e tiskaraz taoliou ar chenchourien arc’hant, ha kadoriou ar re a verze koulmed. Hag e lavaraz dezhe:


Neuze e lavaraz Jesus d’an dud‐se: C’houi a zo deuet gant klezeier ha gant bizier, evel varlerc’h eul laër, da gemeret ac’hanoun; bemdez e oann azezet en ho touez, o kelen en templ ha n’hoc’h euz ket croget enoun.


Hag e kelenne bemdez en templ. Ha prinsed ar veleien, ar Scribed ha chefou ar bobl a glaske hen lakaad d’ar maro.


Jesus a respontaz dezhan: Komzet em euz sclear d’ar bed; kelennet em euz bepred er sinagog hag en templ, el leac’h m’en em zastum ar Judevien holl euz a bep leac’h, ha n’em euz lavaret netra en‐kuz.


Eur pennad goude, Jesus a gavaz anezhan en templ, hag a lavaraz dezhan: Setu te bet pareet; na bec’h mui, gant aoun na c’hoarvezfe ganez eun dra‐benag gwassoc’h.


Hogen, gouel ar Judevien, hanvet gouel an Tabernacleu a dostae.


Jesus eta a grie en templ, en eur gelen, hag en eur lavaret: Anaoud a rit ac’hanoun, hag ec’h ouzoc’h a be leac’h ez oun. N’ed oun ket deuet ac’hanoun va‐unan, mes an hini hen deuz va digasset a zo gwirion, ha c’houi na anavezit ket anezhan.


D’an deiz diveza, devez braz ar gouel, Jesus a oa eno, hag a lavare, en eur grial: Mar deuz unan‐benag hag hen deuz sec’hed, ra zeui d’am c’havoud, ha ra evo.


Ha da c’houlou‐deiz e teuaz adare en templ, hag ar bobl holl a zeuaz d’hen kavout; hag, o veza azezet, e kelenne anezhe.


Jesus a lavaraz ar c’homzou‐ze el leac’h ma oa an tenzor, en eur gelen en templ; ha den na grogaz enhan, rag he heur ne oa ket deuet c’hoas.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos