Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 7:16 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

16 Jesus a respontaz dezhe: Va c’helenadurez na zeu ket ac’hanoun‐me, mes euz an hini hen deuz va digasset.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Jezuz a respontas dezho: Va c’helennadurezh n’eo ket ac’hanon, met eus an hini en deus va c’haset.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 7:16
14 Referencias Cruzadas  

Ha na gredez‐te ket penaos emoun en Tad, hag ema an Tad enoun? Ar c’homzou a lavaran deoc’h, na lavaran ket anezhe ac’hanoun va‐unan, mes an Tad pehini a choum enoun, a ra an oberou a ran.


An hini na gar ket ac’hanoun, na vir ket va c’homzou; hag ar c’homzou hoc’h euz klevet n’int ket va re‐me, mes re an Tad pehini hen deuz va digasset.


Roet em euz dezhe da c’her, hag ar bed hen deuz ho c’haseet, abalamour n’int ket euz ar bed, evel n’emoun ket va‐unan euz ar bed.


Rag roet em euz dezhe ar c’homzou ec’h euz roet d’in, hag int ho deuz recevet anezhe, hag ho deuz anavezet e gwirionez ez oun deuet ac’hanoud, hag ho deuz credet ez eo te ec’h euz va digasset.


E gwirionez, e gwirionez, hen lavaran d’id, ni a lavar ar pez a ouzomp, hag a ro testeni euz ar pez hon euz gwelet; mes c’houi na recevit ket hon testeni.


An hini a zeu euz an neac’h, a zo dreist an holl; an hini a zeu euz an douar a zo euz an douar, hag a gomz euz an douar; an hini a zo deuet euz an env a zo dreist an holl.


Na hellan ober netra ac’hanoun va‐unan, diouz ma klevan e varnan, ha va barnedigez a zo just, rag na glaskan ket va bolontez va‐unan, mes bolontez an Tad pehini hen deuz va digasset.


Den e‐bed na hell dond d’am c’havout, ma ne zeu an Tad pehini hen deuz va digasset d’hen lakaad da zond; ha me a resussito anezhan en deiz diveza.


Ha Jesus a lavaraz dezhe: Pa ho pezo savet Mab an den, neuze ec’h anavezot piou ez oun, ha penaos na ran netra ac’hanoun va‐unan, mes e lavaran an traou evel ma’z int bet desket d’in gant va Zad.


Piou‐benag a dor al lezen ha na choum ket en kelennadurez ar C’hrist, n’ema ket Doue ganthan. An hini a choum en kelennadurez ar C’hrist, gant hennes ema an Tad hag ar Mab.


Revelation Jesus‐Christ, roet dezhan gant Doue, evit diskouez d’he zervicherien an traou a dle c’hoarvezout hep‐dale, hag hen deuz roet da anaoud, en eur zigas he eal da Ian, he zervicher;


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos