Hag e respontas dezhi: Dre ma em eus komzet ouzh Nabod eus Jizreel, ha lavaret dezhañ: Ro din da winienn evit arc'hant, pe ma fell dit, e roin dit ur winienn all eviti. Hag en deus lavaret: Ne roin ket dit va gwinienn.
S. Jakes 4:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned C’hoantaat a rit ha ne berc’hennit ket. Muntrerien oc’h ha gwarizius, ha ne c’hellit ket resev ho kwalc’h. Stourm a rit ha brezeliñ, ha koulskoude ne berc’hennit netra peogwir ne c’houlennit ket. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) C’hoantaad a rit, ha na hellit ket kaoud; c’houi a zo muntrerien ha leun a jalouzi, ha ne hellit ket beza contantet; c’houi a stourm hag a ra brezel, ha na recevit netra, rag ne c’houlennit netra. |
Hag e respontas dezhi: Dre ma em eus komzet ouzh Nabod eus Jizreel, ha lavaret dezhañ: Ro din da winienn evit arc'hant, pe ma fell dit, e roin dit ur winienn all eviti. Hag en deus lavaret: Ne roin ket dit va gwinienn.
Evel-se emañ gwenodennoù an hini a c'hoanta ar gounid dizonest, hag a gollo ene ar re a yelo war e lerc'h.
Un den a zo e-unan, hep eiler, n'en deus na mab na breur, ha koulskoude n'eus ket a diwezh d'e holl labour; e zaoulagad zoken n'o deus biken o gwalc'h a binvidigezh. Ne lavar ket: Evit piv e labouran hag e laman eurvad digant va ene? Kement-se ivez a zo avel ha labour poanius.
Hag ouzhpenn, ar gwin a zo gwidreüs, an den rok ne chom ket sioul, ledanaat a ra e ene evel lec'h ar marv, diwalc'hus eo evel ar marv. Dastum a ra dezhañ an holl vroadoù, hag e laka dindanañ an holl bobloù.
Betek vremañ n’hoc’h eus goulennet netra em anv. Goulennit hag e resevot, evit ma vo ho levenez peurleuniet.
Jezuz a respontas dezhi: Mar anavezjes donezon Doue ha piv eo an hini a lavar dit: Ro din da evañ, ez pefe goulennet da-unan digantañ hag en defe roet dit dour a vuhez.
Ma vank furnez da unan bennak ac’hanoc’h, ra c’houlenno digant Doue a ro d’an holl gant largentez hep rebech, hag e vo roet dezhañ.
Kondaonet hoc’h eus, lakaet hoc’h eus d’ar marv an hini reizh, ha n’en deus ket harzet ouzhoc’h.
Piv bennak a gasa e vreur a zo ur muntrer, ha gouzout a rit penaos muntrer ebet n’en deus ar vuhez peurbadus o chom ennañ.